Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/601

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29 a Eost
593
sant iann-dibenn-eost

C’hrist. Mes enn ho touez ez euz eunn all hag a zo krenvoc’h evidon, eunn all ha n’ounn ket din, me, da zilasa d’ezhan he voutou. Me a vadez ac’hanhoc’h gant dour ; mes hennez ho padezo dre ann tan hag ar Spered-Santel. Ar c’hrouer a zo ganthan enn he zorn evit nizat ann ed a zo var he leur : ar greun mad a zastumo enn he c’hrignol ; mes ar greun fall hag ar c’holo a daolo da zevi enn eunn tan ha ne vougo biken. »

Jezuz-Krist a deuaz ive da gaout Iann var ribl ar Jourden evit beza badezet ganthan. Mes Iann a argile dre respet evit he Vestr hag he Zalver, hag a lavare : « — C’houi eo a dlefe va badezi-me, hag e fell d’ehoc’h beza badezet ganen ! » Mes Jezuz a respountaz : « — List ac’hanon da ober ar pez am euz c’hoant ; red e d’eomp rei skouer vad d’ar re all e peb hent. » Neuze Iann ne varc’hataz mui, hag a vadezaz hor Zalver. Kerkent e oue guelet ann env o tigeri, hag ar Spered-Santel o tiskenn var benn Jezuz dindan furm eur goulm. Er memes amzer e oue klevet eur vouez o lavaret e barr ann ear : « — Hema eo va Mab muia karet, ann hini a ra va holl flijadur. »

A benn eunn tachad goude, Jezuz a zistroaz d’al leac’h m’edo Iann o vadezi, hag o remerkout anezhan a-ziabell, Iann a lavaraz a vouez huel : « — Setu ahont Oan Doue, setu ahont ann hini a lam pec’hejou ar bed. Hennez eo ann hini ma’m euz lavaret divar he benn : — Dont a rai unan var va lerc’h hag a ioa em raok-me. Me ro testeni eo hennez Mab da Zoue, rak guelet em euz ar Spered-Santel o tiskenn hag o chom varnhan dindan furm eur goulm. »

D’ar mare-ze, Herodes, roue ar Galilee, a roe skouer fall er vro o veva gant Herodiades, greg he vreur Philipp ; rak hema a ioa beo c’hoaz d’ann ampoent. Iann-Yadezour a ieaz da gaout ar roue, hag a lavaraz d’ezhan : « — Pec’hed oc’h euz o veva evelse gant ho c’hoar-gaer. » Mes Herodes, e leac’h he zelaou, a ordrenaz kregi ennhan hag he deuler er prizoun karget a jadennou. Hogen, ann dra-ze ne oue ket aoualc’h c’hoaz evit