Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/586

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
578
22 a Eost
s. timothee, s. hippolit ha s. simphorian

imach ann diaoul, e leac’h he adori, me her bruzuno a daoliou morzol, mar kirit rei kounje d’inn. »

O klevet ar respount-se, ar gouarner a ieaz drouk ennhan, hag a ordrenaz skourjeza Simphorian betek ar goad. Goudeze e reaz he gas d’ar prizoun evit rei amzer d’ezhan da ober he zonj. Mes, a benn eunn nebeut deveziou, her galvaz adarre dirazhan, hag enn dro-ma e komzaz outhan evelhenn : « — Kinnig ezans d’ann doueou, hag e vezi karget a enor gant ann impalaer. » « — Ho promesaou, eme Zimphorian, a zo evel eunn ampoezoun kuzet dindan ar mel. » « — Kinnig ezans da Zibeel, eme ar gouarner, pe bremaik me lakai da benn da ruill eharz da dreid. » « — Me, eme ann den iaouank kalounek, ne zoujann nemed ann Doue hollc’halloudek en deuz va c’hrouet, ha ne zervichann nemethan. » Var gement-se Heraklius her c’houndaonaz da veza dibennet.

Hogen, epad m’edot oc’h he gas d’ar maro, he vamm a grie outhan : « — Va mab, va mab, o pet sonj euz ar vuez a bado da viken. Sellit ouz ann env, ha savit ho taoulagad etrezek ann Hini a zo o ren eno. N’e ket koll ar vuez-ma eo a rit, mes he zreki ouz eur vuez guelloc’h. » Merzerenti sant Simphorian a erruaz er bloaz 178 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Mervel evit Doue pe e gras Doue ne ket koll ar vuez eo, mes he zreki ouz eur vuez guelloc’h : da lavaret eo, treki eur vuez a boan oc’h eur vuez a joa, treki eur vuez verr oc’h eur vuez ha n’e devezo fin ebed, treki buez ann douar oc’h buez ar baradoz. N’e ket rak mervel eta eo e tleomp kaout aoun, mes rak mervel e stad fall, ha setu perak hor brasa soursi epad ar vuez-ma a dle beza d’en em viret dioc’h ar pec’hed, ha dreist peb tra dioc’h ar pec’hed marvel, pa n’euz nemethan hag a c’helfe serra ouzomp dor ann env.