ma c’hellje a dud. Doue a ziskouezaz dre eleiz a viraklou pegement e plije d’ezhan karantez he zervicher, hag ar Zant a bareaz eur maread tud, hag a ioa dija prest da vervel, enn eur ober hebken sin ar groaz varnho.
Abarz ar fin e kouezaz klanv he-unan enn hospital Plezans. Eur gouli heuzuz a zavaz enn he c’har, hueloc’h eget penn he c’hlin, hag ar gouli-ma a leske kement ma n’oa ket evit miret da grial avechou. Neuze e kuiteaz ann hospital gant aoun da zieza ar re all, hag ec’h en em dennaz var bouez eur vaz betek eul lochenn a gavaz enn eur c’hoat tost da gear.
Doue n’hen lezaz ket eno enn abandoun, hag a lakeaz eur feunteun da redet e kichenik he lochenn ; rak dare oa gant ar zec’hed. Ouspenn-ze, eur c’hi a deue diou vech bemdez da zigas d’ezhan eunn tamm bara.
Ar c’hi-ma a ioa da eunn Aotrou divar dro. Eunn devez m’edo ann Aotrou-ze oc’h taol, e oue souezet-maro o velet he gi o lammet da gregi enn tamm bara a ioa ganthan enn he zorn, hag o vont goudeze er meaz gant ann tamm bara en doa paket. Ar c’hi a reaz ar memes tra antronoz da lein ha da goan. Raktal ann Aotrou a gredaz ne veze ket roet a voued aoualc’h d’ezhan, ha setu hen da skandalat he zervicherien. Mes ar re-ma a respountaz en deveze ato da zibri leiz he gof. O klevet ar respount-se, ann Aotrou a oue souezetoc’h eget biskoaz, hag antronoz all setu hen ha mont he-unan var-lerc’h he gi, goude m’oa bet adarre o kerc’hat eunn tamm bara er zal.
Erruout a eure evelse er c’hoat dirak lochenn Rok, hag eno e velaz he gi o kinnig ann tamm bara d’ar Zant enn eur zoubla he benn, ha Rok o kemeret ar bara gant eunn dorn hag o vennigen ar c’hi gant he zorn all. Eunn hevelep burzud a lakeaz ann Aotrou d’ober he zonj dioc’htu da jom he-unan da zelc’her koumpagnunez d’ar Zant evit entent outhan ken na vije pare.
Doue, evit guir, a roaz adarre ar iec’hed d’he zervicher enn eur lavaret d’ezhan distrei d’he vro. Rok a zentaz var ann heur ; mes, pa erruaz e Monpellier, ne oue anavezet gant den, ker chenchet oa ha ker paour oa