Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/569

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 a Eost
561
gouel maria-hanter-eost


Jezuz he-unan a deuaz da gerc’hat he ene. « — Ho polontez bezet great ! eme Vari ; pell a ioa ec’h huanadenn varzu ennhoc’h, ha netra ne c’hell ober muioc’h a blijadur d’inn eget beza da viken el leac’h m’emaoc’h. » Kerkent ann elez en em lakeaz da gana eur ganaouenn dudiuz evel ar re a ganer er baradoz, hag ar c’han-ma a oue klevet gant kement hini a ioa enn dro d’ar Verc’hez.

Ann Ebestel hag ann diskibien all a ioa asambles gant-ho a enterraz korf mamm Doue e Jethsemani, tri c’hant kammed dioc’h Jerusalem, ha biskoaz enterramant ne oue great gant muioc’h a zolanite. Hogen, epad tri devez dioc’htu, ann elez ne ehanjont da gana azioc’h ar bez ; a benn fin ann trede devez avad, e tavchont.

Neuze ec’h erruaz ive sant Thomas, hag o veza m’en doa c’hoant braz da velet eur vech c’hoaz ann hini a garie evel he vamm, ann ebestel all a reaz digeri ar bez hag ann arched. Raktal ann ear tro var dro a oue karget-holl a c’houez vad. Mes, o burzud kalz kaeroc’h c’hoaz ! ann arched a ioa goullou, ha ne oa mui ennhan nemed al linser a ioa bet o liena ar c’horf santel.

Ann Ebestel a goumprenaz dioc’htu petra ioa c’hoarvezet. « — Hor Zalver, emezho, en deuz lakeat he vamm hag hon hini-ni dazevel euz a varo da veo, ha kaset he c’horf ganthan d’ar baradoz evel m’en doa dija kaset he ene. » Ha var gement-se ec’h en em daoljont holl d’ann daoulin evit adori ha trugarekaat Doue.

Kredenn ann Ebestel a zo bet ato ive kredenn ann Iliz, hag ar gouel hirio a zo eunn testeni sklear euz ar gredenn-ze. Ar gouel-ma a zo bet hed ar vech unan euz ar re gaera ; mes evit ar Frans eo deuet da veza kaeroc’h c’hoaz abaoue m’en deuz ar roue Loiz, trizekved euz ann hano, choazet ann deiz a hirio evit en em voestla he-unan ha goestla he rouantelez holl d’ar Verc’hez gloriuz Vari. Abalamour da ze e lavaret guech all : « Rouantelez Frans, rouantelez Mari. » Abalamour da ze ive e vez great enn deiz-ma prosesion ar Verc’hez e kement parrez zo enn hor bro.