Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/565

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 a Eost
557
sant hippolit ha sant kasian

laer, hag e vezimp mignouned adarre, hag e viot adarre kabiten em goardou. » « — Soudard Jezuz-Krist eo a fell d’inn beza, eme Hippolit, ha n’em euz ken ioul nemed da vervel evithan. »

Ar c’homzou-ze a greskaz c’hoaz ar gounnar a ioa dija e Valerian, ha raktal e lakeaz ar c’habiten etre daouarn eur barner evit he goundaoni d’ar maro. Ar barner a ieaz ganthan d’he di, hag eno, da genta, e reaz dispenn a daoliou fouet korf Konkord, he vagerez, ken na laoskaz he huanad diveza. Goudeze e kasaz ann dud all euz ann ti er meaz euz a gear evit ho dibenna holl dirak daoulagad ho mestr. Erfin, ec’h ordrenaz staga Hippolit oc’h lost kezek follet, hag ar re-ma her stlejaz dre ar vein, ann drezhag ar spern, ken na roaz he ene da Zoue d’ann 13 a viz eost euz ar bloaz 258, tri devez varlerc’h sant Lorans.

Kasian a ioa mestr-skol e kear Imola enn Itali, ha n’en doa ket he bar evit deski lenn ha skriva d’ar vugale. Mes kristen oa, ha d’ann ampoent e oue douget eul lezenn a varo a enep ar gristenien. Kerkent e oue kroget ennhan, hag ar varnerien ne gavchont netra guell eged he goundaoni da veza lazet gant ar botred a ioa er skol ganthan. Ar botred-ma a ioa eunn daou c’hant bennag anezho, hag holl oant paianed.

Hogen, d’ar mare-ze, n’e ket var baper ha gant plun e skrivet er skoliou, mes var daolennouigou ploumm, koat pe goar, ha gant eur minaoued houarn, koueur pe gorn, hag a veze lemm ar beg anezhan evel beg eunn nadoz. Kasian a oue eta divisket enn noaz, liammet he zaouarn d’ezhan adren he gein, ha lezet evelse gant ar vandenn vugale en doa skoliet gant kement a aked. Ar re-ma en em zervichaz euz ho minaouedou da skriva evit bourrevi ho mestr muia ma c’helljont. Lod a zanke ar minaouedou-ze enn he benn, lod all ho zanke enn he galoun, ha lod all c’hoaz ho zanke enn he zaoulagad. Seul-nebeutoc’h a nerz o devoa he vourrevien iaouank, seul-belloc’h a ze e padaz merzerenti ar Zant ; mes seul-gaeroc’h ive e oue dre eno ar gurunenn a c’hounezaz. Mervel a eure erfin e kreiz ar iudazerez-se er memes devez gant sant Hippolit, mes nann er memes blavez.