zet-maro o klask gouzout penaoz e c’helle chom beo. Mes ar pez a garie dreist peb tra, evel sant Fransez, oa ar baourentez, ha ne falvezaz ket d’ezhi, a briz ebed, kemeret al leveou a ginnige d’ezhi ar pab Gregor IX evit ho staga ouz he c’houenchou.
Doue a roaz d’he zervicherez ann donezoun a viraklou. Parea a eure he leanezed euz a veur a glenved, hag eunn devez ne oa enn he c’houent nemed eunn dorz vara, e lavaraz kas ann hanter anezhi d’ar paour, hag ann hanter all a lakeaz da greski enn hevelep feson ma oue pe a dra da leina evit hanter-kant leanez.
Eunn arme a Durked o veza deuet dirak kear Asiz enn esper he c’hemeret, Klara a reaz he dougen da gichen dor he c’houent, ha lakaat dirazhi ar sibouer el leac’h m’edo ann hostiou konsakret ; rak klanv oa dija d’ann ampoent. Neuze, enn eur adori Jezuz-Krist e sakramant he garantez asambles gant he c’hoarezed a ioa holl var ho daoulin eveldhi, e pedaz evelhenn a dreuz he daelou : « — Ne lezit ket, o va Doue, ar re o deuz fizians ennhoc’h da goueza etre daouarn tud hag a zo henvel ouz loaned. Diouallit ho servicherezed diouz peb drouk p’e guir oc’h euz ho frenet dre ar priz euz ho koad sakr hag adorabl. » Kerkent e oue klevet eur vouez o respount: « — Bezit dinec’h ; me ho tiouallo bepred. »
Hogen, lod euz ann Turked a ioa pignet dija var mogeriou ar gouent ; rak houma a ioa eunn tammik er meaz euz a gear. Mes evel dallet e ouent enn eunn taol kount, ha setu hi da ziskenn buhan ac’hano, ha da dec’het kuit d’ar red egiz pa vije bet ann tan var ho lerc’h.
Goude beza gouarnet he Urs gant kalz a furnez epad daou vloaz ha daou-ugent, ar zantez-ma a varvaz leun a veritou d’ann unnek a viz eost euz ar bloaz 1253, oajet a dri-ugent vloaz.
Da genta. — Penaoz e kredomp-ni en em glemm enn hor poaniou pa velomp Jezuz o c’houzanv eur maro ker kriz var ar groaz ?