Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/554

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
546
9 a Eost
sant jermen, eskop

kad, hag eno e timezaz. Neuze e tistroaz da Aoserr, hag e oue lakeat da gabiten var ar zoudarded. Hogen, eur goall jaseour oa, ha p’en deveze lazet eul loan gouez bennag o chaseal, e stage he benn a-istribill oc’h skourrou eur vezenn vraz a ioa e kreiz kear. E kement-se ec’h heulie giz ar baianed, hag ann dra-ma a ioa eur skouer fall evit ar gristenien. Setu perak ann eskop, he hano Amator, a skandalaz ar c’habiten. Mes hema ne reaz van evit he glevet, hag ann eskop a ordrenaz pilat ar vezenn.

Jermen a egaraz pa oue kountet d’ezhan petra ioa great ; rak var ar meaz edo d’ann ampoent. Mes Doue a roaz da anaout da Amator e tlie ar c’habiten iaouank-se beza eskop var he lerc’h, ha setu hen raktal da Aotun da c’houlenn kounje digant ar gouarner da reseo Jermen e renk ar glouer. Obten a eure dioc’htu ar pez a c’houlenne, ha pa oue distro da Aoserr, e trouc’haz he vleo d’ar c’habiten hag e viskaz d’ezhan sae ann dud a iliz.

Amator o veza maro prest goude, Jermen a oue choazet gant ann holl evit eskop. Divar neuze e chenchaz evel eunn all enn he blas. He bried ne oue mui evithan nemed eur c’hoar, ha n’en devoa nemed disprij evit gloar ar bed. Pedi a rea heb ehana, kouls lavaret ; ne zebre nemed bara heiz, ha ne eve morse banne guin ebed. Eur c’houriz reun a zouge bepred, ha n’en doa ken guele nemed ar plench gant eur guiskad ludu var c’horre. Bemdez e iune betek ar pardaez-noz, hag avechou zoken ne rea nemed eur pred er zizun. Erfin, kement tra en devoa a ioa d’ar paour ; he di a ioa digor d’ann holl, hag he-unan e voalc’he ho zreid d’ar re a deue da c’houlenn lojeiz diganthan.

D’ar mare-ze ez oa e Bro-Zaoz eur rumm heretiked ha ne espernent netra evit gounit Bretouned ar vro-ze d’ho fals kredennou. Sant Jermen a oue karget gant ar pab da vont di da zikour ar Vretouned da zifenn ho feiz. En em lakaat a eure raktal enn hent, hag, o veza treuzet ar mor, e tiskouezaz ker sklear d’ann heretiked-se n’edo ket ar virionez gantho ma teuaz ar Vretouned holl da