Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/541

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 a Eost
533
memor sant stephan

mour d’ar garantez en doa evit hor Zalver, me a roaz digemer d’ezhan em zi, ha chom a eure ganen betek fin he vuez. He enterri a riz gant henor e kichen Stephan. Er memes leac’h ec’h enterriz c’hoaz va mab Abidas, a zo maro em raok d’ann oad a ugent vloaz. Korf hema a zo enn trede arched, hag enn arched-se e oue lakeat ive va hini-me goude va maro ; abalamour da ze eo ann huela. »

Goulskoude Lusian en doa beac’h o kredi ar pez a lavare ann den koz, ha ne d-eaz ket dioc’htu da Jerusalem. Mes d’ar guener varlerc’h Gamaliel a zistroaz d’he gaout, hag a ziskouezaz d’ezhan peder baner, teir aour hag unan arc’hant. Euz ann deir baner aour, diou a ioa leun a roz guenn, hag ann drede, a roz ruz. Ar baner arc’hant a ioa karget a louzou a c’houez vad.

Lusian a c’houlennaz petra zinifie ar paneriou-ze hag ann traou a ioa ennho. « — Ar baner a zo leun aroz ruz a verk Stephan, eme C’hamaliel, abalamour m’en deuz skuillet he c’hoad evit Jezuz-Krist. Ann diou baner aour all a verk Nikodem ha me, hag ar baner arc’hant a verk va mab Abidas, abalamour m’eo maro gant sae venn he vadiziant. » Var gement-se, Lusiana zihunaz hag a drugarekeaz Doue ; mes nez eaz ket c’hoaz var dro ann eskop Iann, A benn eiz dez goude, Gamaliel a deuaz d’he gaout evit ann drede guech, hag a rebechaz d’ezhan he leziregez da zenti. Diskleria a eure, ouspenn, e vije fin d’ar zec’hor a ioa er vro d’ann ampoent, kerkent ha ma vije kavet ar relegou m’en doa great kaoz anezho. Enn dro-ma Lusian ne varc’hataz mui, ha setu hen da Jerusalem da gounta he histor d’ann eskop Iann.

Hema a vouelaz gant ar joa oc’h he glevet, hag a lavaraz d’ezhan hasta klask ar relegou-ze. Ho c’hlask a reaz da genta dindan eur bern mein a ioa e kichen he iliz; mes eur manac’h santel a ziskleriaz d’ezhan, euz a berz Gamaliel, n’e ket eno edont. Neuze e lakeaz toulla enn eur plas all, hag heb dale e oue dizoloet ann tri arched hag eur mean hag a ioa skrivet varnhan, e lizerennou braz, ar pevar hano-ma : Stephan, Nikodem, Gamaliel, Abidas. Lusian a gasaz raktal ar c’helou-ze da