Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
18 a C’henver
kador sant per e rom

goulennet en doa evithan ar c’hras ne deuje ket he feiz da vankout; hag hen lakeat en devoa da bastor var he zanvadezed kerkouls ha var he oaned, da lavaret eo, var ann eskibien kerkouls ha var ar veleien hag ann oll dud fidel. Enn eur ger, Jezuz-Krist en doa choazet sant Per evit delc’her he blas var ann douar goude ma vije distroet he-unan varzu he Dad.

Mes da be leac’h e tlie sant Per mont da jom gant eur garg hag eur c’halloud ker braz? Mont a reaz da genta da Antioch, hag ac’hano e c’houarnaz ann Iliz epad seiz vloaz. Antioch oa brudeta kear a ioa neuze e kostez ar Zao-Heol ; mes e kostez ar C’huz-Heol ez oa eunn all hag a ioa brudetoc’h c’hoaz. Ar gear all-ma oa Rom, deuet da veza, dre he armou, mestrez euz ann holl broiou a ioa anavezet enn amzer-ze.

Hogen, di eo e felle da Zoue ez aje sant Per da jom. Rom oa ar Penn hag ar Galoun euz ar bed paian, ha Doue a felle d’ezhan ober anezhi ar Penn hag ar Galoun euz ar bed kristen.

E Rom edo tron ann diaoul, tad ar gaou, ha Doue a felle d’ezhan e vije savet eno tron vikel Jezuz-Krist, doktor ar virionez.

Rom oa kear ann impalaered a rene var ann holl boblou a ioa anavezet enn amzer-ze, ha Doue a felle d’ezhan e teuje da veza kear ar pabed, a dlie ren var ann holl dud fidel betek fin ar bed.

Sant Per eta, goude beza bet seiz vloaz o chom e kear Antioch, a oue poulzet gant Spered Doue da vont da Rom, hag ar gouel hirio a reer e memor euz ann deiz m’ac’h erruaz eno. Evelse e teuaz sant Per, ar pab kenta euz ann Iliz, da veza kenta eskop Rom, hag Iliz Rom da veza Mamm ha Mestrez ann holl Ilizou. Abaoue, ar garg a eskop Rom hag ar garg a bap ne c’hellont ket beza distaget ann eil dioc’h eben.

Ar gouel-ma a zo hanvet gouel Kador sant Per, abalamour sant Per, evel m’eo bet ato ar c’hiz en lliz, a azeze var eur gador evit kelenn ann dud fidel hag ober ar pez a ioa enn he garg evel pab hag eskop Rom. Mes ar c’homzou-ze a zinifi hag a verk d’eomp, ouspenn, ar