r zant-ma a oue hanvet da bap er bloaz 253, hag a
c’houarnaz ann Iliz epad pevar bloaz ha tri miz. D’ar
mare-ze ez oa eunn nebeut eskibien hag a lavare oa red
badezi adarre ar re a ioa bet badezet gant ann heretiked.
Mes sant Stephan a zifennaz grons ober ann dra-ze, enn
eur lavaret : « — Arabad eo digas giziou nevez enn Iliz ;
mes dalc’homp d’ar pez on euz desket gant ar re goz.
Ar vadiziant a zo mad, n’euz fors gant piou bet
roet, mar d-eo bet roet enn hano ann Tad, hag ar Mab,
hag ar Spered-Santel. »
Etre daou, ann impalaer Valerian a zougaz eul lezenn a varo a enep ar gristenien. Neuze sant Stephan a asamblaz beleien ha tud fidel Rom, hag a gomzaz outho evelhenn : « — Va bugale ger, selaouit ac’hanon petra bennag ne d-ounn nemed eur pec’her eveldhoc’h. Epad m’on euz amzer c’hoaz, labouromp stard d’en em zavetei hon-unan da genta. Ra gemero peb hini ac’hanomp he groaz evit heul Jezuz-Krist ; rak Jezuz-Krist en deuz lavaret : « — Ann nep a gollo he vuez abalamour d’inn-me a gavo eur vuez all hag a bado da viken. » « Mes sonjomp ive e silvidigez hon nesa. Mar oc’h euz eta eur c’har pe eur mignoun hag a ve c’hoaz paian, digasit-hen d’inn-me evit ma vezo badezet heb dale. »
Var gement-se ar Pab santel a ieaz da guzat er mengleuziou a zo e Rom dindan ann douar. Eno e kendalc’he da offerenna, ha da vadezi ar baianed a veze digaset d’ezhan. Betek eiz kant a vadezaz enn eunn devez, hag eur maread euz ar baianed-ma a skuillaz ho goad evit ar feiz araok zoken ann hini en doa great kristenien anezho.
Goulskoude tro sant Stephan a erruaz ive abarz ar fin. Paket e oue, ha kaset dirak ann impalaer : « — C’houi