r zant-ma a ioa ganet e parrez Sant Alban, enn eskopti
Sant-Briek, hag a oue savet e doujans Doue gant he
dad hag he vamm. Azalek he vugaleach oa eur paotrik
fur ha devot ; mes ar pez a remerket ennhan dreist peb
tra oa he zousder hag he heuz ouz kement tra a zo kountrol
d’ar vodesti. Eunn droiad, epad he iaouankiz, e
oue tentet gant eur plac’h divezet evel Joseph guech all
e ti Putiphar ; mes, evel Joseph, Guillou a c’hounezaz
ar viktor var ann dentasion enn eur gemeret ann teac’h.
Pa oue echu he studi ganthan, e oue beleget gant Joselin, eskop Sant-Briek, ha labourat a eure gant kalz a frouez evit gloar Doue ha silvidigez he nesa enn amzer ann eskop-se hag enn amzer ann daou eskop all a deuaz da genta var he lerc’h. Erfin, goude maro ann diveza euz ar re-ma, e oue choazet evit delc’her he blas e tro ar bloaz 1220. « Hogen, eme ar pab Innosant IV, ar pastor nevez a roaz tri seurt magadurez d’ann eneou a ioa fiziet enn he garg : da genta, magadurez he brezegennou ; d’ann eil, magadurez ar grasou a denne varnho dre he bedennou, ha d’ann trede, magadurez ar skouer vad e peb hent. N’e ket souez eta, eme ar pab-se c’hoaz, e vije neuze foug e tud fidel Sant-Briek gant eunn eskop evel hennez ; rak Guillou a ioa, dre ar gelennadurez a roe, evel eunn heol skeduz o para var douar Breiz-Izel ha tro var dro, ha dre he vuez santel hag he oberiou a drugarez ez oa eur mellezour euz ar c’haera vertuziou. »
Enn aoun e veze ato na vije ket pourveet da ezommou ar beorien egiz ma’z oa dleet, ha pa n’en deveze mui he-unan pe a dra da ober aluzenn, ec’h ampreste digant ar re all. Setu petra oue kaoz ma ne c’hellaz sina