Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/528

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
520
29 a C’houere
santez martha, guerc’hez

burzud ! o sevel enn ho za leun a vuez, hag o kerzet var ann dour egiz pa vijent bet var ar c’halet. Ar mirakl-ma a zigoraz ho daoulagad d’ar re a ioa bet karget d’ho beuzi ; anaout a rejont raktal ar virionez euz ar relijion gristen, ha raktal ive e ouent kelennet gant Nazer var ar pez a zesk d’eomp ar relijion-ze.

Ar Zant a gendalc’haz goudeze da vont da brezeg ann Aviel euz ann eil kear d’eben e kement korn a ioa enn Itali. Mes e Milan e oue kroget ennhan adarre, hag enn dro-ma ar gouarner a skrivaz d’ann impalaer da c’houlenn petra dlie da ober. Var ar respount en devoue, e roaz urs da zibenna Nazer hag ar bugel Sels, he goumpagnoun, hag evelse ar re-ma a ieaz ho daou asambles d’ar baradoz evel m’e doa c’hoanteat mamm ar paotrik. Ho merzerenti a erruaz er bloaz 68 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Sant Nazer a iea euz ann eil kear d’eben enn eur brezeg ann Aviel ; penaoz e c’hellit-hu kemeret skouer diouthan ? Setu ama penaoz : n’euz netra easoc’h. Da genta, oc’h ober katekiz d’ho pugale hag o kelenn ho servicherien var ho deveriou a relijion, mar d-emaoc’h e penn eunn tiegez ; rak ann dra-ze a zo ive prezeg ann Aviel. D’ann eil, ma n’emaoc’h ket e penn eunn tiegez, o rei eunn ali fur bennag d’ho nesa pa gavit ann dro, pe o komz d’ezhan euz a eur zarmoun gaer bennag oc’h euz klevet, pe c’hoaz o kana dirazhan eur c’hantik pe eur verz devot bennag hag a c’hell ober vad d’he ene. Neb en deuz guir garantez evit Doue nag he nesa a gav bepred tro d’ober vad enn eur feson pe eunn all.




ann naved var’nn ugent a viz gouere


SANTEZ MARTHA, GUERC’HEZ
————



Ar zantez-ma, ganet e Bethanii tost da Jerusalem, a ioa c’hoar da Lazar ha da Vari-Vadalen, hag a oue unan euz ar merc’hed santel a rea koumpagnunez d’hor Zalver epad ma prezege he Aviel, evit pourvei d’he ezommou ha da ezommou he ebestel Meur a vech e