Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/514

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
506
23 a C’houere
sant apolliner, eskop ha merzer

dreid, enn eur lavaret d’he zro : « O va Mestr! » Hogen, hor Zalver a respountaz d’ezhi : « — It da gaout va breudeur, ha livirit d’ezho euz va ferz : Mont a rann da bignat varzu va Zad hag hoc’h hini, varzu va Doue hag ho Toue. »

Goude merzerenti sant Stephan, ar Iuzevien a lakeaz Lazar hag he ziou c’hoar enn eur vag ha n’e devoa na stur, na goel, na rouenv ebed, hag ho lezaz da vont evelse gant ar mor o sonjal ne zalejent ket da veza beuzet. Mes Doue a veille varnho, hag erruout a rejont heb drouk ebed e porz Marseill e Frans. Lazar a deuaz, da veza kenta eskop ar gear-ma, ha Mari-Madalen en em dennaz enn eur c’havarn a ioa eiz leo ac’hano e kreiz eur menez huel. Er c’havarn-ze e vevaz c’hoaz tregont vloaz enn eur gastiza he c’horf dre binijennou skrijuz, ha goudeze ez eaz erfin d’ar baradoz da gaout Jezuz, he muia karet.


SONJIT ERVAD

Mar d-eo kaer dirak Doue ann eneou a zo chomet ato pur ha chast, ar re a zo bet saotret dre ar pec’hed a c’hell dont da veza ker kaer all dre ar binijenn. O velet ar garantez a ziskuez Jezuz da Vari-Madalen, piou a c’hellfe disfiziout euz trugarez he Zalver ? Ar brasa pec’her eo a ra muia levenez da galoun Doue o tistrei var ann hent mad.




ann trede var’nn ugent a viz gouere


SANT APOLLINER, ESKOP HA MERZER
————



Ar zant-ma a ioa unan euz a ziskibien hor Zalver. Goude m’oa pignet Jezuz-Krist enn env, ez eaz gant sant Per da Antioch, hag ac’hano da Rom. Sant Per her sakraz eskop, hag her c’hasaz da Raveenn da brezeg ann Aviel. Enn eur erruout eno, e reaz anaoudegez gant eur zoudard hag en doa eur mab dall. Apolliner a reaz sin ar groaz var hema, ha kerkent e teuaz ar gueled d’ezhan.