Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/501

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 a C’houere
493
sant kamill lellis

zervicher dre eur burzud a ioa c’hoarvezet enn iliz epad m’edo ar pab oc’h offerenna dirak ann impalaer. Raktal ar pab hag ann impalaer a deuaz ho-unan da Velet korf ar Zant, ha goudeze e teujont ive d’ann enterramant. Divezatoc’h, palez tad Aleksis a oue great eunn iliz anezhan, hag enn iliz-se ez euz c’hoaz hirio eur bazenn bennag euz ann deleziou m’en doa he vab bevet dindanho epad seitek vloaz evel eur paour keaz. Maro ar zant-ma a erruaz e tro ar bloaz 404 pe 414.


SONJIT ERVAD

Doue he-unan eo a lakeaz sant Aleksis da dec’het euz ar gear deiz he eured, hag abalamour da ze n’en devoue ket a bec’hed oc’h ober ar pez a reaz. Mes ann nep a rafe kement all euz he benn he-unan en defe pec’hed braz ; rak lezenn Doue a lavar e renk ann den kuitaat he dad hag he vamm, da lavaret eo kuitaat peb tra, evit beva gant he bried.





ann trivac’hved devez a viz gouere


SANT KAMILL LELLIS
————


Kamill a ioa ganet e rouantelez Napl enn Itali er bloaz 1550. Bihanik oa c hoaz pa varvaz he dad hag he vamm, hag o veza n’en doa mui den ebed d’he gelenn, ec’h en em lezaz buhan da veza trec’het gant he dechou fall. Enn he iaouankiz ec’h heuliaz ann arme ; mes ken troet oa var ar c’hoari ma kollaz heb dale kement tra en devoa, betek zoken he gleze, he vantell hag he roched. Neuze e renkas astenn he zorn evit beva, petra bennag ma’z oa a lignez nobl, ha goudeze ec’h en em lakeaz da zarbar ar vansounerien a ioa o labourat e Siponto enn eur gouent euz a Urs sant Fransez.

Doue a ioa eno ouz he c’hedal. Eunn devez, unan euz ann Tadou a gomzaz outhan gant kement a nerz ma tirollaz da vouela gant eur c’heuz braz d’he bec’hejou, hag enn eur c’houlenn pardoun euz a greiz he galoun. Chench