Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/499

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 a C’houere
491
sant aleksis

devoa ken mab nemethan, e sonjchont he fortunia pa oue deuet enn oad. Hen n’oa ket troet var ann dra-ze ; goulskoude ne gredaz ket lavaret nann, hag evit senti ouz he dud e timezaz da eunn dimezell a lignez huel ha devot eveldhan. Mes, da zeiz he eured, dioc’h ann abardaez, e tec’haz euz ar gear dre guz goude beza chenchet he zillad. Araok en doa roet d’he bried eur voalenn hag eur zeizenn euz ar re gaera, enn eur lavaret d’ezhi : « — Kemerit ann dra-ma evel eur merk euz ar garantez am euz evidhoc’h, ha dalc’hit mad ato da zoubla da volontez Doue. »

O veza kavet e porz-mor Rom eul lestr prest da ziblas evit mont d’ann Azii, Aleksis a lammaz ebarz, hag al lestr-se her c’hasaz da Laodisee. Ac’hano e skoaz da gear Edes, el leac’h ma c’houlloaz he ialc’h hag he c’hodellou etre daouarn ar beorien, evit beva he-unan divar ann aluzenn. Neuze ec’h en em lakeaz da vizita var he droad ann ilizou hag ar chapeliou a ioa muia brudet, e kostez ar Zao-Heol, dre ar miraklou a ioa choarvezet pe a c’hoarveze c’hoaz ennho, ha goudeze e tistroaz da Edes.

Epad ann amzer-ze, he dad, he vamm hag he bried a ioa nec’hed maro o velet ne deue mui var ho zro. Kas a rejont tud d’he glask e kement korn a ioa er bed, kouls lavaret ; rak bez’ o doa tri mil esklav enn ho zervich. Mes nikun euz ann dud-se ne c’hellaz klevet menek anezhan.

Goulskoude Aleksis, o veza distro da gear Edes, a jome nos-deiz da astenn he zorn ha da bedi Doue e porched eunn iliz savet enn henor d’ann Introun Varia. Abarz ar fin, imach ar vec’hez a gomzaz ouz tenzorier ann iliz, hag a lavaraz d’ezhan : « — Ar paour a zo aze er porched a zo eur zervicher braz da Zoue ; red e ve d’ehoc’h rei d’ezhan guelloc’h lojeiz. » Ar brud euz ar burzud-ma o veza eat dre gear, ar Zant en devoue aoun na vije great re a stad anezhan, ha setu hen ha pignat er c’henta lestr a gavaz evit en em dennae kear Tars er Silisii. Mes ann avel a boulzaz al lestr varzu Rom, hag eur vech digouezet eno, Aleksis a zonjaz n’en devoa Doue he zigaset di var he giz nemed evit rei tro d’ezhan da c’hounit eur viktor gaeroc’h c’hoaz varnhan he-unan.