Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/477

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 a C’houere
469
santez elizabeth, intanvez

e renk ar Zent gant ar pab. Kerkent ha ma oue ganet, Doue a roaz da anaout e vije eunn deiz eunn eal a beoc’h evit ar rouaned hag ho rouanteleziou ; rak divar neuze he zad hag he zad koz a deuaz da veza mignouned adarre, ha goulskoude pell a ioa ez oa kasouni entrezho.

He zad a ioa foug ennhan o velet furnez he verc’h dre ma kreske enn oad, hag enn eur gomz anezhi e lavare : « — Me zo sur, houma a vezo treac’h dre he vertuz da gement maouez a zo bet biskoaz enn hon lignez. » Evit guir, ar brinsez iaouank a veve dija evel eur zantez. Ober a rea fae var ann dillad kaer, tec’het a rea dioc’h ann ebatou hag ar plijadureziou, ha ne garie nemed ar bedenn, ar iun hag ann oberiou a drugarez. Evelse e oue brudet heb dale e kement korn a ioa enn Europ, ha meur a brins he goulennaz evit pried.

Dimezi a eure erfin da Zenis, roue ar Portugal. Mes, evithi da veza rouanez, ne zirenkas netra enn he devosionou hag enn he finijennou. Epad ann hanter euz ar bloaz, kouls lavaret e veve divar bara ha dour. Bemdez e save mintin mad, ha goude beza great eur pennad medita ha lavaret he offis evel eul leanez, ez ea d’ann iliz d’ann offerenn. Enn offerenn-ma e kommunie aliez, ha pa veze echu, e lavare c’hoaz offis ar Verc’hez hag offis ann anaoun. Goude lein, ez ea adarre d’ann iliz da lavaret gousperou ha komplidou, ha da adori Jezuz-Krist er zakramant euz he garantez.

N’e devoa ket nebeutoc’h a aked d’ann oberiou a drugarez ; rak he-unan e serviche hag e louzaoue ar re glanv, hag ann aluzennou a roe d’ann dud paour hag ezommek a ioa dreist kount. Eunn devez ez oa eunn tavancherad arc’hant ganthi da ingala etre ar beorien pa en em gavaz ar roue var he hent. « — Petra zo ganehoo’h aze enn ho tavancher, eme ar roue? » « — Roz, eme ar Zantez. » N’edo ket neuze mare ar roz ; mad, pa zispakaz Elizabeth he zavancher, e teuaz anezhan bokedou roz euz ar re gaera.

Eunn droiad all edo o voalc’hi he zreid da eur baourez geaz hag e devoa eur gouli heuzuz enn he gar. Evit trec’hi ann donjer e doa ouz ar gouli-ze, ar Zantez a