Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/462

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
454
1 a C’houere
ann introun-varia-a-joa

eunn den iaouank ho c’hasaz enn tu all gant he vag, ha p’o devoue treuzet ar ster, ne veljont mui na bag, na den iaouank ebed. Goudeze e kemerjont ar c’henta hent a gavchont. Mes Ismerii a ioa dija skuiz ; rak diou nosvez a ioa n’e devoa kousket banne. Chom a rejont eta eharz eur vezenn da ober eunn ehan hag eur voredenn.

Pebez souez evitho, pa zihunjont antronoz-vintin, o velet n’edont mui er memes bro ! Ann tri breur a anavezaz, a dost d’ezho, eur feunteun euz ar Pikardi, hag, eunn tammik larkoc’h, ho maner gant he dourell hag he bount var vint. Ar brinsez hag hi a ioa bet douget dre ho c’housk euz ann Ejipt d’ar Pikardi gant eunn eal.

Ann imach mirakuluz a ioa deuet d’ho heul ; mes dija oa eat anezhan he-unan d’en em lakaat e kichen ar feunteun o doa remerket da genta, ha morse ne oue gellet he loc’ha ac’hano. Setu perak e oue savet er plas-se eur chapel, el leac’h ma oue badezet ar brinsez Ismerii ha roet d’ezhi ann hano a Vari, hag el leac’h ma’z euz c’hoarvezet ac’houdevez kement a viraklou ma ne c’houfe den ho niveri.

Ar chapel-ze a oue dismantret epad ar Revolusion, mes ann imach santel a oue gellet he zavetei, hag er bloaz 1857 eo bet kurunet gant eur zolanite vraz dre urs ar pab Pi Nao ha dirak eur maread beleien ha tud fidel diredet euz a gement korn a zo er vro. — Ar pez on euz merket diaraok a erruaz er bloaz 1134.


SONJIT ERVAD

Enn hor bro Breiz-Izel ez euz ive kalz chapeliou pe ilizou savet enn henor d’ar Verc’hez, hag er chapeliou pe enn ilizou-ze mamm Jezuz a ro grasou kaer da neb a ia di da bardouna gant eur guir devosion. Mes peger rouez n’eo ket hirio siouaz ! ar guir devosion etouez ar bardounerien ! Eleiz euz ar re-ma ne glaskont nemed ho flijadur, ha ne redont ar pardouniou nemet evit guelet ha beza guelet. N’e ket souez eta mar tistroont d’ar gear gant meur a bec’hed nevez var ho c’houstians. Pegen diskiant ha peger reuzeudik ne d-int-hi ket o chench evelse enn eur zoursenn a varo evit ho ene ar pez a dlie beza eur zoursenn a c’hras hag a ziividigez !