Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/459

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30 a Even
451
sant paol, abostol


Goulskoude, evit miret na zavche foug ennhan gant ann dra-ze, Doue a lezaz Satan d’he denti enn eur feson kasauz. Satan a zalc’he ato eunn drouk-eal enn he gichen, hag ann drouk-eal-ma ne ehane da vrouda he gorf evit hen dougen d’ar pec’hed. Betek teir guech e pedaz hor Zalver da bellaat diouthan eal Satan, ha Jezuz a respountaz d’ezhan bep vech : « — Va gras a zo aoualc’h evidhoc’h ; ann dentasion a ro muioc’h a lufr hag a briz d’ar vertuz. »

Sant Paol o veza distro euz he drede beach abostolik a oue lakeat er prizoun e Jerusalem, hag a benn daou vloaz goude e oue kaset da Rom. Eno en devoue kounje da fermi eur gambr e kear, hag er gambr-ma e oue prizounier epad daou vloaz all ; rak eur zoudard a veze ato oc’h he ziouall hag hen a ioa stag ouz ar zoudard var bouez eur jadenn. Da fin ann daou vloaz all-ze e oue laosket da redet, ha neuze ez eaz da ober eunn dro ziveza dre ann holl broiou m’oa bet ennho o prezeg ann Aviel. Pa oue echu he dro ganthan, e teuaz adarre da Rom, hag er gear-ma e oue lakeat d’ar maro dre urs ann impalaer Neron, er memes bloaz hag er memes devez gant sant Per, mes nann er memes feson. Sant Paol a oue dibennet. Hogen, he benn a reaz tri lamm goude m’oa distaget diouz he ziouskoaz, ha, bep lamm, e oue klevet c’hoaz ann hano santel a Jezuz o tont euz he c’hinou.


SONJIT ERVAD

Ann dentasion a ro muioc’h a lufr hag a briz d’ar vertuz. Eunn den ha n’e ket tentet n’en deuz mirit ebed o veza vertuzuz. Ne d-it ket eta d’en em jala re, na d’en em glemm, mar bezit tentet aliez ; mes en em humiliit dirak Doue, difizit ac’hanoc’h hoc’h-unan ha bezit aketuz d’ar bedenn. Evelse ann dentasion, e leac’h ober drouk d’oc’h ene, a zervicho d’ehoc’h da greski ho kloar hag ho rekoumpans er baradoz ; dreizhi ec’h anavez ann Aotrou Doue piou en deuz kaloun ha guir c’hoant d’her servicha ervad.