Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 a C’henver
37
sant paol, kenta ermit


Tremen a eure ann nemorant euz he vuhez o krenvaat ann dud fidel er feiz hag o parea ar gouliou o doa great ann Arianed d’ann Iliz e peb korn euz ar Frans. Erfin, o c’houzout e tostea he heur da vont euz ar bed-ma e c’halvaz d’he gambr eur belek hag a garie evel he vreur. Ar belek-se a roaz d’ezhan he zakramanchou diveza, ha prest goude he ene a nijaz d’ar Baradoz epad m’edo he bobl o vouela d’ezhan var ann douar. He varo euruz a erruaz d’ann trizek a viz genver euz ar bloaz 368 pe 369.

Sant Hiler en deuz skrivet c’hoaz kalz levriou ouspenn ann hini ma’m euz komzet anezhan. Rak, mar d’oa eur zant braz, oa ive eunn den gouiziek ha desket meurbet. Enn he iaouankiz oa bet er skol gant ar vistri habila euz he amzer, ha goudeze en devoa tremenet meur a vloaz dioc’h-tu o studia ar Skritur Sakr. Er bloaz l850, ar Pab Pi Nao a lakeaz anezhan e renk ann doktored.


SONJIT ERVAD

Sant Hiler, araok zoken ma oue hanvet da eskop, ne felle d’ezhan kaout darempred ebed gant ann heretiket. N’euz netra goasoc’h evit lakaat ann den da goll ar feiz eget koumpagnunez ar re o deuz he c’hollet dija ho-unan, hag a zo troet a enep ar relijion hag ann Iliz. Goulskoude, heb ar feiz n’euz esperans ebed da vont d’ar Baradoz. Pellait eta dioc’h ar seurt tud-se gant ar brasa evez, ha serrit bepred ho tiouskouarn ouz ho c’homzou, ha dor ho ti ouz ho skridou hag ho c’hazetennou milliget.





ar pemzekvet devez a viz genver


SANT PAOL, KENTA ERMIT
————


D’ann oad a zek vloaz ha pevar-ugent, sant Anton, abad, a deuaz enn he spered ne oa nikun all ebed hag en devije gouezet en em zantifia ha servicha Doue kerkouls hag hen, o veva pell dioc’h trouz ar bed. Enn noz var-lerc’h e oue roet d’ezhan da anaout epad he gousk ez oa eunn all enn he raok, eunn all hag a ioa eat larkoc’h evithan var hent ar zantelez, ha larkoc’h ive e leac’h ne