Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/449

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 a Even
441
sant irenee, eskop ha merzer

-Krist evit heul relijion ar baianed. Nag a dud zo hirio siouaz ! ha ne reont ket a fors e servich piou en em lakaat gant ma vezint paet mad, gant m’o devezo koumanant vraz ! Mar d-eo red d’ehoc’h mont da zervicha, bezit furoc’h eged ann dud-se. Klaskit da genta ha dreist peb tra eur mestr pe eur vestrez a zoujans Doue, eunn ti el leac’h ma ren ar peoc’h hag ar garantez kristen. Ha pa veac’h paet nebeutoc’h, ha p’o pefe disteroc’h koumanant, petra ra ze mar d-eo easoc’h d’ehoc’h ober ho silvidigez ? Petra dalvezo d’ehoc’h beza bet hirroc’h gounidegez mar teuit abalamour da ze da goueza enn ifern goude ho maro ?





ar seizved var ’nn ugent a viz even


SANT IRENEE, ESKOP HA MERZER
————


Irenee a ioa ganet e kichen kear Smirn enn Azii, hag a oue lakeat er skol gant sant Polikarp, eskop ar gear-ze. Petra bennag m’oa c’hoaz iaouankik d’ann ampoent, he zaoulagad a veze ato o para var he vestr, ha ne golle ket eur ger euz ar pez a lavare. « — He zelaou a reann, emezhan, pisa ma c’hellenn, ha kement a rea hag a lavare a skrivenn, nann var baper, mes e goeled va c’haloun. Chomet int eno abaoue ker sklear ha biskoaz, ha Doue a ra d’inn ar c’hras da zonjal ennho aliez. »

Enn eur skol ker mad, Irenee a deuaz heb dale da veza habil var ar skianchou sakr. Mes ne oa ket aoualc’h d’ezhan beza desket gant sant Polikarp ar pez en doa klevet ar zant-ma gant ann abostol sant Iann ; c’hoant en devoue c’hoaz da c’houzout petra o doa lavaret ann ebestel all d’ar re a ioa bet diskibien d’ezho. Lakeat en devoa enn he spered labourat hervez he c’halloud da ziarbenn ha da ziskar ar c’hredennou faoz a vele bemdez oc’h en em skigna etouez ar bobl fidel, hag evit kement-se e felle d’ezhan anaout difazi ar pez a ioa bet diskleriet gant Jezuz-Krist d’he ebestel, hag ar pez o doa ann Ebestel d’ho zro diskleriet d’ar gristenien euz ho amzer.

Goude beza dastumet anu traou-se holl enn he ve-