r zant-ma a ioa ganet e Bourdel, er bloaz 353, a dud
pinvidik hag a lignez huel : he dad a ioa gouarner e
Frans evit impalaer Rom. O veza great he studi gant eur
mestr habil euz ann amzer-ze, e teuaz he-unan da veza
ker brudet dre he spered hag he zeskadurez ma oue
galvet d’ar c’hargou henorapla gant ann impalaered.
Etre daou, e timezaz da eur Spagnolez, hag houma a
zigasaz d’ezhan c’hoaz madou braz enn argoulou.
Paolin a vevaz pemzek vloaz evelse e kreiz ar c’hloar hag ann danvez, istimet ha karet gant ann holl. Mes Doue a roaz d’ezhan da goumpren ne oa ar c’hloar hag ann danvez-se nemed avel ha moged, ha setu hen hag ober he zonj da lavaret kenavo d’ezho evit labourat hebken da zavetei he ene ha da c’hounit ar baradoz. He c’hreg e devoue kalz plijadur pa glevaz petra en doa lakeat enn he spered ; rak eur vaouez devot oa ive. En em glevet a rejont eta ho daou da veva hiviziken evel breur ha c’hoar ha disparti ann eil diouz egile. Neuze Paolin a verzaz kement tamm douar ha kement tamm leve en doa e Spagn hag e Frans evit rei ann arc’hant d’ar paour, ha goudeze ez eaz da ober he ermitach da gichen kear Nool enn Itali, var bez sant Felis ; rak hed ar vech en doa bet eunn devosion vraz evit ar zant-ma.
Goulskoude tud ar bed a gavaz abeg ennhan pa glevchont petra en doa great ; mes guir zervicherien Doue, evel sant Ambroaz, sant Aogustin, sant Jerom ha sant Martin, a roaz meuleudi d’ezhan. Evithan ne rea ket a fors petra vije lavaret. Ne glaske nemed beza dianavezet hag ankounac’heat gant ann dud, ha nen doa ken ioul nemed da dremen ann nemorant euz he vuez o tiouall ar chapel a ioa savet var bez sant Felis. Bep min-