Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/436

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
428
21 a Even
sant loiz gonzag, jezuist

rak-se n’en doa ket a bec’hed. Goulskoude en devoue kement a geuz d’ann dra-ze ma ne ehanaz betek he varo da c’houlenn pardoun digant Doue abalamour m’oa bet ken direspet e kenver he hano santel hag adorabl.

D’ann oad a nao bloaz e reaz veu a jastete dirak aoter ar Verc’hez e Florans, ha Doue hen rekoumpansaz raktal o rei d’ezhan eur c’hras dreist-ordinal : hiviziken ne oue mui tentet a enep ar vertuz gaer-se e feson ebed. Mes ive nag hen a ioa aketuz da veilla bepred var he holl skianchou ! O veza e palez roue Spagn, en devoue tro epad meur a vloaz dioc’htu da zaludi ann impalaerez Mari, bemdez kouls lavaret ; mad, biskoaz ne zavaz he zaoulagad da zellet ouz ar brinsez-se : n’ho zave ket zoken da zellet ouz he vamm. Abalamour da ze ann holl a lavare pa veze menek anezhan : « — Hennez n’e ket eunn den eo, hennez zo eunn eal. »

Ouspenn ma veze ato var evez evit en em ziouall diouz ar pec’hed, Loiz a gastize c’hoaz he gorf dre ar rusta pinijennou. Teir guech bemdez peurvuia e kemere ar fouet ganthan, ha teir guech er zizun e iune divar bara ha dour. Eur guele blod en devoa ; mes lakaat a eure ennhan dre guz tammou podou torret evit na vije ket ken ebat chom ebarz. Tremen a rea eunn darn vraz euz ann noz o vedita, var bennou he zaoulin, hag enn deiz e tremene adarre teir, peder, pemp heur evelse heb flach ; epad ann amzer-ze he spered a veze evel beuzet-holl e Doue.

Araok ober he bask kenta, en doa bet ann eur da velet sant Charles Borromee, hag ar zant-ma en devoa lavaret d’ezhan hasta buan en em lakaat e stad da reseo he Zoue, ha kendelc’her goudeze da gommunia aliesa ma c’hellje. Loiz ne ankounac’heaz morse ann ali-ze, hag a gommunie ato da nebeuta eur vech er zizun. Ann tri devez araok a implije o lakaat he galoun e stad da zigemeret Jezuz enn eur feson deread, hag ann tri devez varlerc’h o trugarekaat he Zalver evit ar vadelez en doa bet da zont daved eur pec’her paour eveldhan. He zevosion evit sakramant ann aoter a ioa ker braz ma