Tad, mamm ha gragez ann daou zant-ma ne espernjont netra evit ober d’ezho adori ann doueou faos ; mes ann daou vreur kalounek, kennerzet gant sant Sebastian, a jomaz bepred stard enn ho feiz. Pegement a dud siouaz! a ia a enep ho c’houstians hag a verz ho ene dre eunn doujans pe eur garantez milliget, gant aoun da zisplijout d’ho c’herent, da eur mestr pe da eur mignoun! Eur c’hristen ne dle anaout na kar, na mignoun, na tad, na mamm, pa c’houlenner diganthan eunn dra bennag kountrol da lezenn Doue : he zever eo neuze senti ouz Doue heb ober van ebed evit klevet ann dud.
uliana ioa ganet e kear Florans enn Itali, hag a roaz
a-vihanik merkou kaer euz he zantelez da zont. Ar
c’homzou kenta a deuaz euz he ginou a oue ann hanoiou
benniget a Jezuz hag a Vari hag o velet pegen devot oa
enn he bugaleach, ann den euruz Aleksis Falkonieri, he
eontr, a lavaraz eunn deiz d’he mamm : « — N’e ket eur
verc’h eo oc’h euz lakeat er bed, roes eunn eal. »
Evit guir, kement a aoun e devoa rak ar pec’hed ma’z oa
aoualc’h lavaret ar ger-ze dirazhi evit he lakaat da skrija,
hag eunn draoiad e oue dare d’ezhi sempla o klevet hano
euz eunn torfed braz.
He mamm a skandale anezhi avechou abalamour m’oa re droet var ann devosion. « — Evidod-te, a lavare he mamm, ne gavi goaz ebed. » « — Ar Verc’hez bourveo, » a respounte Juliana. Evit ac’hano, n’e ket c’hoant dimezi e devoa ar Zantez, mes c’hoant en em voestla holl da Zoue. Pell a ioa e devoa choazet he fried, hag ar pried-ma oa Jezuz, ar mignoun a jom ato fidel hed ar vuez ha goude ar maro. Evit diskouez eta ar fae a rea var fortuniou ar bed, e viskaz sae Trede-Urs ann Tadou Servited kerkent ha ma oue krog enn e c’houezek vloaz. Hi a oue ar genta a ieaz enn Trede-Urs-se ; mes heb dale