paianezed ho diou ; mes hi a ioa kristenien leun a feiz, hag abalamour da ze e ouent prizouniet dre urs ar prefet Kromaz, bourrevet e meur a feson hag erfin koundaonet d’ar maro. Goulskoude ho zad a obtenaz ma vije gortozet eur miz abarz ho dibenna ; esper en doa, emezhan, da ober d’ezho adori ann idolou epad ann am-zer-ze.
Ho mamm eo a eseaz da genta lakaat anezho da nac’h ho feiz. Dont a reaz d’ar prizoun, liou ann dizesper var he zal hag he bleo guenn dispak var he diouskoaz. Enn eur dostaat ouz ann daou vreur, e rogaz he zae var he stomok, hag e tiskouezaz d’ezho poull he c’haloun enn eur lavaret : « — Setu aze ar galoun e deuz ho maget, ar galoun m’oc’h bet kousket varnhi ken aliez a vech enn ho pugaleach. Te, Mark, eo az poa ar muia karantez evidon, ha te, Marsellian, ar muia doujans. Ah! mamm reuzeudik ma’z ounn, koll a rann va daou vab, hag hi ho-unan a zo kaoz euz ho maro! »
Kerkent ec’h erruaz ive ho zad, douget var divreac’h he zervicherien ; rak klanv oa. He benn, guenn evel eur sin, a ioa goloet a boultrenn. « — Va bugale, emezhan d’ann daou vreur, deuet ounn da lavaret kenavo d’ehoc’h p’e guir oc’h euz c’hoant da vervel. Evelse eta, tad paour ma’z ounn, ar pez am boa lakeat a gostez evit va liena va-unan a zervicho d’ho liena-c’houi! O va bugale ger, o c’houi a zo koustet kement a boan d’inn da zevel ha da skolia, hag a rea goudeze va joa dre ho spered hag ho teskadurez, petra en deuz great d’ehoc’h beza ken diskiant enn eunn taol kount ha karet kement ar maro ? »
Ho friejou a deuaz erfin d’ho zro, ho bugaligou gantho etre ho divreac’h : « — Siouaz! emezho, piou a vezo mestr var ar vugale-ma hiviziken ? Ha ni, piou a renkimp-ni da zervicha ? Hag ho tiez, etre daouarn piou e kouezint ? Daoust ha c’houi a vezo kriz ha dinatur aoualc’h evit ober fae var daelou ho tad hag ho mamm, var daelou ho kragez hag ho pugale, ha mont hoc’h-unan da astenn ho kouzoug d’ar bourreo ? »
O klevet ar c’homzou-ze, hag o klevet er memes am-