Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/425

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 a Even
417
sant iann-fransez rejis

hoc’h eneou, ha c’houi a fell d’ehoc’h en em zaoni o lamet va buez diganen ! » Ann tri zen iaouank a jomaz mantret o klevet ar c’homzou-ze. Neuze ar Zant ho briataz evel eunn tad tener, hag ho aliaz stard d’en em unani gant Doue. Kovez a rejont ganthan ho zri, hag hiviziken e ouent tud iaouank fur hag a skouer vad.

Petra bennag ma’z oa dous ha chentil e kenver ar re all, Iann-Fransez a ioa bepred rust enn he genver he-unan. Ne ehane da gastiza he gorf dre bep seurt pinijennou. Dougen a rea ato eur c’houriz reun ha chadennou houarn, ha ne gouske nemed var eur plankenn pe var ann douar noaz. Ne eve morse a vin, ha ne zebre nemed ar pez a ioa red evit miret outhan da vervel gant ann naoun.

He garantez evit ar beorien a ioa ker braz ma’z ea he-unan da glask ann aluzenn evitho. A benn diou vech ive e risklaz he vuez evit mont var dro ar re a ioa klanv gant ar vosenn. Mes ann dra-ze c’hoaz ne d-eo netra e skoaz ar garantez en doa evit Doue. Lavaret a c’heller gant guirionez ne veve nemed evit Doue, ne gomze nemed euz a Zoue, ne zonje nemed e Doue. Pa veze oc’h offerenna ouz ann aoter, he galoun a verve kement gant tan ar garantez-se ma’z ea ann dommder anezhi betek kalounou ar re all, ha m’ho lakea ive da virvi.

Doue a rekoumpansaz he zervicher oc’h ober eur mirakl kaer enn he genver. Eunn devez, en devoue eul lamm o pignat var eur menez, hag e torraz he c’har. Goudeze e reaz c’hoaz diou leo var bouez eur vaz, ha pa erruaz e penn he veach, ez eaz d’ann iliz da govez. Pa oue echu ganthan, e tiskouezaz he c’har, ha ne oa mui anat oa bet torret : pare neat oa.

Erfin, o veza kouezet klanv enn eur bourg a eskopti Vienn, ar zant-ma a lavaraz d’he goumpagnoun : « — Na me zo euruz, va breur ! Setu Jezuz ha Mari o tont d’am c’herc’hat evit va c’has gantho d’ar baradoz ! » Prest goude e varvaz e peoc’h d’ann deiz diveza euz ar bloaz 1640, epad m’edo o ren he bevar bloaz ha daou-ugent.