r zantez-ma a ioa ganet e Pibrak, var dro teir leo
dioc’h Toulouz, er bloaz 1579. He zad a ioa Lorans
he hano, hag hano he mamm oa Mari Laroch. Diou groaz
pounner a zigasaz ganthi enn eur zont er bed : he dorn
deou a ioa seizet, hag enn he gouzoug e devoa eur c’hlenved
heuzuz. Mes ato e oue rezinet da volontez Doue, ha
karet a reaz bepred ar boan evel eur c’hoar ha ne
dlie morse he c’huitaat azalek he huanad kenta betek he
huanad diveza.
Jermana a ioa c’hoaz bihanik pa varvaz he mamm, hag he zad a zimezaz adarre. Hogen, he les-vamm n’oa ket evit he gouzanv, ha p’e devoue bet bugale he-unan, e kemeraz c’hoaz muioc’h a gaz outhi. Lorans, dioc’h he gostez, ne grede ket difenn he verc’h, hag houma a oue great d’ezhi e ti he zad ar pez ne vez ket great d’ann estren. Var digarez m’e devoa eur c’hlenved speguz, n’e doa ket a gounje da vont tost d’he hanter-vreudeur ha d’he hanter-c’hoarezed, na zoken da lavaret eur ger outho. Kerkent ha ma oue enn oad, e oue kaset bemdez da ziouall ann denved, gant eunn tamm bara du evit he mern hag eur geiellad lin da neza; ha pa deue d’ar gear dioc’h ann noz, n’e devoa nemed skandal ha bazadou da c’hortoz digant he les-vamm. Goudeze, epad ma veze ar re all o tibri ho c’hoan pe o tomma hag o kaozeal e kichen ann tan, hi a renke en em denna er c’hraou, pe enn eunn toull a ioa e traon ann ti dindan ann deleziou, hag eno e tremene ann noz var eur guchenn geuneud seac’h, kaletoc’h eged ann douar noaz.
Mes hor Zalver Jezuz en devoue truez ouz ann emzivadez geaz, hag a zervichaz da dad d’ezhi. Diskenn a reaz enn he ene evit rei sklerijenn d’he spered ha nerz