Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/414

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
406
12 a Even
sant iann a zant-fagondez



SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a ioa leun euz ar Spered-Santel. Ar Spered-Santel eo Speret Doue he-unan. Hogen, bea zo tri seurt sperejou kountrol da spered Doue : spered ar bed, spered Satan ha spered ar c’hig. Spered ar bed a laka ann den da glask ar c’hloar hag ann henor, spered Satan hen doug d’ar gasouni ha d’ar venjans, ha spered ar c’hig a ra d’ezhan redet varlerc’h plijadureziou ar c’horf. Guelit pe gant spered Doue pe gant unan pe unan euz ann tri spered all-ze oc’h gouarnet. Mar d-eo spered ar bed, pe spered Satan, pe spered ar c’hig a c’houarn ac’hanhoc’h, emaoc’h o vont da goll. Hastit affo eta trei kein d’ezho evit heul hebken spered Doue e peb tra. N’euz nemed ar re a zo gouarnet gant spered Doue hag a ve e guirionez bugale da Zoue, a lavar d’eomp ann abostol sant Paol.





ann daouzekved devez a viz even


SANT IANN A ZANT-FAGONDEZ
————


Iann a ioa ganet e Sant-Fagondez e Spagn a dud a lignez huel. D’ann ampoent ma’z oa c’hoaz krouadur, e roaz merkou anat euz ar pez a dlie beza eunn deiz. Rak dija neuze e sarmoune aliez, divar eunn dorgenn, d’ar vugale all euz he oad, evit ho dougen da zervich Doue ha d’ar vertuz, ha ne esperne netra evit ho unani pa zave tammou trouz pe dammou kasouni entrezho.

Goude beza great he studi e Sant-Fagondez gant ar venac’h euz a Urs sant Beneat, Iann a oue beleget gant eskop Burgos. Ann eskop-ma en devoa eunn istim hag eur garantez vraz evithan, hag er greaz chaloni euz he iliz kathedral. Mes ar Zant a guiteaz ar plas henorabl-se evit mont da jom da gichen eur chapel a ioa enn eunn tu bennag a gostez : er chapel-ma ec’h offerenne bemdez, hag e prezege d’ann dud divar dro da zul ha da c’houel.

Goudeze ez eaz da Zalamank da zeski ar skianchou sakr e skolach braz Sant-Barthelemi ; rak ne gave ket d’ezhan e vije c’hoaz habil aoualc’h var ann theoloji. Eno e kouezaz klanv, hag e reaz veu da joaz eur stad a vuez rustoc’h ma teuje da barea. O veza eta pareet dre c’hras Doue, ec’h