Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/408

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
400
9 a Even
sant prim ha sant felisian, merzerien

maro gantjoa evit Jezuz-Krist : ho heul a reant zoken betek tachenn ar verzerenti.

Abarz ar fin e ouent diskuillet d’ann daou impalaer Dioklesian ha Maksimian. Ann daou impalaer-ma ne espernjont netra evit ober d’ezho kinnig ezans d’ann doueou faoz ; mes, o velet e kollent ho amzer gantho, e lakejont anezho etre daouarn ar vourrevien, gant urs d’ho skourjeza, da zispenn ho c’horf gantann durkez ha d’ho diskroc’henna.

Hogen, kaer a ioa ober d’ezho goasa a c’hellet, ann daou vreur a zalc’he mad ato da adori ar guir Doue. Neuze e ouent kaset da Nomento da gaout ar barner Promotus, hag hema ho dispartiaz ann eil dioc’h egile. Goudeze e klaskaz, da genta, dont a benn euz a Felisian ; mes Felisian a reaz goab euz he bromesaou evel euz he c’hourdrouzou, hag a respountaz d’ezhan krak ha berr : « — Me fell d’inn mervel e servich Jezuz-Krist, a anavezann tregont vloaz zo evit va Mestr ha va Doue. »

O klevet ar respount-se, Promotus a reaz staga ar Zant oc’h eur peul, ha sanka tachou ha minaouedou enn he zaouarn hag enn he dreid. Mes, o veza ma kreske he nerz kaloun dre m’her bourrevet, ar barner a ordrenaz he lezel a-istribill ouz ar peul epad tri devez dioc’htu heb rei tamm d’ezhan da zibri na banne da eva. Eur skrij eo sonjal er boan en devoue Felisian o chom keit all er stad-se. Mes dont a eure boued d’ezhan euz ann env, hag ar boued-ma her c’hrenveaz kement ma’z oa prest da c’houzanv poaniou krisoc’h c’hoaz. Evelato, a benn tri devez, e oue distaget dioc’h ar peul ha kaset enn dro d’ar prizoun, el leac’h m’edo araok.

Neuze Promotus a c’halvaz he vreur Prim, hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Ac’hanta, emezhan, ho preur Felisian a zo bet furoc’h evidhoc’h ; sentet en deuz ouz ann impalaered, hag ar re-ma o deuz her c’harget a henor. Mar kirit ober eveldhan, o pezo ive perz enn he c’hloar. » Mes Prim a respountaz raktal : « — Me c’hoar aoualc’h petra zo erruet gant va breur ; eunn eal en deuz kountet d’inn ar pez oc’h euz great d’ezhan, ha plijet gant Doue em befe ann eur da c’hou-