Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/398

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
390
5 a Even
sant bonifas, eskop ha merzer

deomp ! » « — Da be leac’h, Tad ? » eme unan euz ar venac’h. « — D’ar baradoz, d’ar baradoz ! » emezhan gant eur vouez sklear hag ar joa o para var he dal. Enn eur gomz evelse, e tremenaz d’ar 4 a viz even euz ar bloaz 1608, oajet hebken a bevar bloaz ha daou-ugent. He gorf a oue kaset da Napl da enterri, hag ar miraklou a c’hoarvezaz var he vez o deuz great d’ann Iliz he lakaat e renk ar Zent.


SONJIT ERVAD

Ar c’hoant en doa ar zant-ma d’en em viret ato pur ha chast, epad m’edo c’hoaz er bed, a reaz d’ezhan klask ann tu da skuiza he gorf. Kemerit skouer diouthan, tud iaouank ; skuizit ho korf muia ma c’hellot, gant na reot ket a c’haou ouz ho iec’hed. Evelse, e vezo eaz d’ehoc’h he lakaat da zuja d’ar spered. Er c’hountrol, mar oc’h euz re a zamant d’ezhan, ne zaleo ket da ober he vestr d’ehoc’h ha ne c’hellot mui he gabesta.





ar pemped devez a viz even


SANT BONIFAS, ESKOP HA MERZER
————


Ar zant-ma a oa Winfrid he hano kenta, hag a ioa ganet e Bro-Zaoz. Kerkent hag ann oad a bemp bloa en devoa eur blijadur vraz o klevet komz euz a Zoue hag euz a draou ann env, hag a benn daou vloaz goude e oue lezet da vont d’ar gouent. Ne oue ket pell eno na oue remerket he aked d’ar studi ha d’ar bedenn, hag o veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz buhan da veza habil var ann holl skianchou. Pa oue skoliet ha desket aoualc’h he-unan, e oue lakeat d’he dro da ober skol d’ar re all. D’ann oad a dregont vloaz e oue beleget, ha divar neuze n’en devoe mui ken ioul nemed da labourat evit silvidigez ann eneou.

D’ar mare-ze, ez oa c’hoaz kalz poblou paian enn Allemagn, ha Winfrid a c’houlennaz mont di da brezek ann Aviel. Roet e oue kounje d’ezhan, ha raktal setu hen enn hent asambles gant daou vanac’h all. Erruout