eaz ket kalz a van evit klevet ar c’homzou-ma, ha setu hen var varc’h hag enn hent.
Erruout a eure gant ann Allemanded e Tolbiak, e kichen Kologn, hag eno ann diou arme a stagaz ann eil d’eben. Ar c’hrogad a badaz pell, ha dioc’h ann daou gostez e oue tomm d’ar zoudarded. Abarz ar fin goulskoude ar Fransizien a gollaz, ha Klovis he-unan a oue dare d’ezhan koueza etre daouarn ann enebourien.
Neuze eunn offiser a griaz ouz ar roue : « — Goulennit sikour digant Doue Klotild. » Klovis a zentaz raktal, hag a zavaz he zaoulagad etrezek ann env enn eur lavaret: « — Doue Klotild, mar roit d’inn ar viktor, me a gredo ennoc’h hag a vezo hiviziken fidel d’ho servich. » Kerkent ar Fransizien a ia adarre araok, hag ann Allemanded a renkaz tec’het d’ho zro. En em rei a rejont zoken pa veljont n’edont mui e stad d’en emzifenn, hag evelse Klovis hag he arme a c’hounezaz varnho eur viktor euz ar re gaera.
Ar roue a zigasaz kelou d’ar rouanez euz ar pez a ioa c’hoarvezet, hag ar c’helou-ze a lakeaz kaloun Klotild da zridal gant ar joa. Klovis a zalc’haz mad d’he c’her, ha pa oue distro euz ar vrezel, e oue kelennet var guirioneziou ar feiz ha badezet e Soason gant sant Remi, eskop Reims. Hen a oue ar roue kenta euz ann amzer-ze a en em ziskleriaz kristen katholik : ar rouaned all a ioa holl heretiked d’ann ampoent. Abalamour da ze eo bet hanvet ar Frans a-c’houdevez Merc’h hena ann Iliz.
Ar roue Klovis o veza deuet da vervel, santez Klotild en em dennaz e Tour, e kichen bez sant Martin, hag eno e tremenaz ann nemorant euz he buez o pedi Doue, o vizita ar beorien, ann dud klanv hag ar brizounierien, hag oc’h ober vad d’ann ilizou ha d’ar c’houenchou. Ac’hano ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou d’ann 3 a viz even euz ar bloaz 545.
Santez Klotild a c’hounezaz ar roue he fried d’ar feiz katholik. Eur c’hreg hag a c’hoar he de ver a zo eunn tenzor ha ne ouzer priz ebed d’ezhan, eme ar fur Salomon. Dre he c’harantez hag he dousder e c’hell beza mestrez euz a galoun he fried, ha neuze eo eaz d’ezhi trei ar galoun-ze