Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/393

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 a Even
385
santez klotild, rouanez a frans

ne raimp ann dra-ze, eme Varsellin ; rak n’ez euz nemed eunn Doue, ha brasa follentez a zo eo anaout ouspenn unan. »

O klevet ar respount-se, Serenus a reaz skourjeza Marsellin enn eur feson didruez, ha pa oue blounset-holl he izili, e lavaraz liamma d’ezhan he zaouarn, hag he lakaat da c’hourvez enn noaz var dammou guer torret, heb rei netra d’ezhan da zibri na lezel goulou ebed ganthan. Per a oue taolet enn eur prizoun all, he dreid hualet. Mes enn noz varlerc’h eunn eal a dennaz ann daou verzer euz ho frizoun, hag ho c’hasaz d’al leac’h m’edo ar gristenien nevez o pedi.

Pa c’houezaz ar gouarner oant tec’het kuit, e tiskargaz he gounnar var Artem, hag e roaz urs d’he enterri ez-veo dindan eur bern mein, asambles gant he c’hreg hag he verc’h, nemed adori a rajent ann doueou faoz.

Ne oue ket dare d’ezho hen ober, hag edont o vont d’ar maro ho zri pa deuaz Marsellin ha Per d’ho diambroug evit ho c’hrenvaat muioc’h-mui er feiz. Neuze ar belek hag ar c’hloarek santel a oue kroget ennho adarre, hag heb dale e ouent koundaonet da veza dibennet. Ho merzerenti a erruaz e tro ar bloaz 304.


SONJIT ERVAD

Ar Verzerien, evel ann Ebestel enn ho raok, en em istime euruz p’o deveze eunn dra bennag da c’houzanv evit Jezuz-Krist ; rak gouzout a reant seul-vui a boan o devije er bed-ma seul-gaeroc’h a ze e vije ho c’hurunenn enn env. Ha c’houi, peur e koumprenot-hu ar virionez-se ? Ma ne c’hellit ket rei da Zoue ann holl merkou a garantez o deuz roet ar Zent hag ar Verzerien, bezit ato da vihana prest da vervel var ann heur kentoc’h eged he offansi biken dre eur pec’hed marvel hebken.





ann trede devez a viz even


SANTEZ KLOTILD, ROUANEZ A FRANS
————


Ar zantez-ma a ioa nizez da C’hondevald, roue ar Bourgogn, hag a oue savet e palez he eontr. Klovis,