Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/391

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 a Even
383
sant marsellin, sant per, etc.



SONJIT ERVAD

Eunn den, eat enn egar, a zo henvel ouz eunn den dall pe ouz eunn den foll. Ne zell mui petra da lavaret na petra da ober. Goudeze en deuz keuz ha mez ; re zivezad siouaz ! Pa zantot ho koad o virvi gant tan ar vuhanegez, hastit affo teuler dour var ann tan-ze, evit miret outhan da ober drouk d’ehoc’h hoc’h-unan ha d’ar re all ; da lavaret eo, hastit affo moustra var ho kaloun evit mouga ar vuhanegez a zo savet ennhi, o sonjal e kentel Hor Zalver : « Deskit ganen ez ounn dous a galoun. »





ann eil devez a viz even


SANT MARSELLIN, SANT PER, HAG HO C’HOUMPAGNUNEZ, MERZERIEN
————


Per ha Marsellin a veve ho daou e Rom enn amzer ann impalaer Dioklesian. Marsellin a ioa belek, ha Per ne oa c’hoaz nemed kloarek ; mes ar brud en doa dija da veza eunn enebour braz d’ann doueou faoz, hag abalamour da ze e oue kaset d’ar prizoun dre urs ar gouarner Serenus.

Per a oue joa ganthan kaout eunn dra bennag da c’houzanv evit Jezuz-Krist, ha daoust m’oa karget a jadennou, e veze klevet noz-deiz o kana meuleudiou ann Aotrou Doue. Eunn devez e remerkaz e veze ato ann daelou e daoulagad ar gardian Artem, bep vech ma teue d’ar prizoun, hag e c’houlennaz outhan petra a ioa kaoz d’ezhan da vouela evelse. « — Eur verc’h am euz, eme ar gardian, hag a garann euz a greiz va c’haloun ; mes, abaoue eunn nebeut bloaveziou a zo, ez euz eat eunn drouk-spered enn he c’horf, hag ann drouk-spered-se a ra d’ezhi goasa a c’hell : ema adarre o paouez beza pilet ganthan. » « — Ma neuz nemed ann dra-ze oc’h ober poan d’ehoc’h, eme Ber, ne vezo ket diez ho konsoli. » « — Penaoz ta, eme Artem ? » « — O kas ann drouk-spered euz a gorf ho merc’h. » « — Mes