Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/382

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
374
29 a Vae
sant maksimin, eskop



SONJIT ERVAD

Pebez mirit n’o deuz ket ar re a guita ho bro, ho c’herent hag ho mignouned, evel sant Aogustin, evit mont da gas sklerijenn ann Aviel d’ar broiou pell ! Mad, netra easoc’h d’ehoc’h eget kaout perz er mirit-se : n’oc’h euz ken da ober nemed en em lakaat e Breuriez ar Feiz. O rei eur guennek er zizun d’ar vreuriez-ma e c’hellit sikour gounit eneou da Zoue, n’e ket hebken a ganchou, mesa villerou hag a vilionou ; hag e sellfec’h ouz eunn dispign ken dister ! Gant hoc’h aluzen roit ive ho pedenn hag o pezo c’hoaz kaeroc’h digoll enn env.





ann naved var ’nn ugent a viz mae


SANT MAKSIMIN, ESKOP
————


Maksimin a ioa ganet e kostez Poatie e Frans, hag a oue savet e doujans Doue gant he dad hag he vamm. O veza c’hoaz iaouank, e kuiteaz he vro evit mont da gear Trev enn Allemagn, hag eno e reaz he studi gant sant Agris, eskop ar gear-ze. Eno ive e oue beleget ha goude maro sant Agris e oue choazet da eskop enn he blas.

Ebarz er garg-se e oue eur skouer a bep seurt vertuziou evit tud he eskopti. Ne espernaz netra evit kelenn ha delc’her stard er feiz ann eneou a ioa fiziet ennhan. D’ann ampoent, ann Arianed a rea kalz freuz dre ar bed katholik ; mes kavet o doa ho mestr e sant Athanaz, eskop Aleksandrii enn Ejipt, hag abalamour da ze n’oant ket evit gouzanv ann doktor braz-ma. Obten a rejont erfin digant ann impalaer ma vije koundaonet d’ann harlu, hag Athanaz en devoue urs d’en em denna e Trev.

Hogen, sant Maksimin hen digemeraz evel ma tigemerer eur c’habiten pa vez o tistrei euz ar vrezel goude beza gounezet viktoriou kaer var enebourien he vro. Ober a reaz stad anezhan, hag enn aoun e veze ato na c’hellje ket beva enn he eaz pe ne vije ket great henor aoualc’h d’ezhan.

Sant Athanaz dioc’h he gostez a ra meuleudi sant Maksimin enn he skridou. « Bez’ez oa, emezhan, eur pastor hag a veze bepred var evez evit pourvei da