devez hebken, d’ann dud dianveaz. Enn despet d’ann tregas en doa, he galoun a veze ato e peoc’h egiz pa ne vije bet den var he dro, hag eunn dudi oa guelet ann urs a zalc’he etouez kement all a dud.
Enn he gozni, ar zant-ma a zifennaz ar feiz katholik, a-unan gant sant Sabas, a enep ann impalaer Anastaz. Ann impalaer-ma her c’houndaonaz da veza kaset er meaz euz ar vro ; mes prest goude e oue lazet he-unan gant ar gurun, ha Theodoz a c’hellaz distrei d’he gouent, el leac’h ma vevaz c’hoaz unnek vloaz. Mervel a eure d’ann oad a c’houec’h vloaz ha kant, goude eur c’hlenved hirr hag a roaz tro d’ezhan da greski muioc’h-mui he virit dirak Doue, ha da greski ive dre eno ar rekoumpans a ioa ouz he c’hortoz er Baradoz.
Eunn dudi oa guelet ann urs a ioa e kouent sant Theodoz. Eno he amzer a ioa merket da bep tra hag he labour da bep hini. Ra vezo ive, tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, peb tra great enn he boent enn ho ti, ar bedenn, al labour, ar prejou, ar chousked. Ra vezo, dreist holl, peb tra great hag evit Doue hag hervez Doue ; evelse, ho ti a vezo ive e guirionez eunn ti a urs, eunn ti santel, eunn ti karet ha benniget gant Doue.
eneat a ioa ginidik a Vro-Zaoz. O veza ma’z oa a lignez
huel, ar roue her galvaz d’he balez evit lakaat anezhan
e renk he offiserien. Mes Doue a gomzaz outhan e
goeled he galoun, hag a reaz d’ezhan kuitaat ar bed.
D’ann oad a bemp bloaz var’nn ugent, e sonjaz mont da
Rom da vizita beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol
hag ar plasou santel a ioa bet ruziet gant goad ken aliez a
verzer. Enn distro euz ar veach-se, e tremenaz pemp bloaz
o studia ar Skritur Sakr, ha goudeze ez eaz adarre da Rom.
Enn eur zont ac’hano ar vech-ma, e kemeraz ar zae a
vanac’h e kouent Lerinz e Provans. Chom a eure daou