Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/378

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
370
27 a Vae
santez mari-madalen pazzi, guerc’hez

ar c’halet hag e kastize he c’horf dre ar rusta pinijennou : eur vech zoken e stagaz eur gurunenn spern enn dro d’he fenn hag e talc’haz ar gurunenn-ze epad ann noz enn despet d’ar boan e devoa ganthi.

D’ann oad a bevarzek vloaz e oue kaset d’ar gouent, hag eno e tremene teir heur bemdez o vedita, div heur dioc’h ar mintin hag eunn heur dioc’h ann noz. Tremen a rea ive kalz amzer o lenn levriou devot ; mes ne grede ket e vije din da veva etouez al leanezed na da gomz outho, abalamour al leanezed a ioa priejou da Jezuz-Krist hag hi ne oa ket choaz. Skuba ann ti avad hag ober ar gueleou pe eul labour all bennag evelse, ann dra-ze oa he flijadur pa veze roet kounje d’ezhi. Al leanezed, er c’hountrol, a lavare entrezho : « Hounnez a vezo eunn deiz eunn eil santez Jertrud pe eunn eil santez Katell a Sienn. » C’hoant o doa holl e vije chomet da leanez enn ho c’houent ; mes Doue he galve da vont enn eunn Urs all.

Choaz a eure Urs Karmes abalamour enn Urs-ma e kommuniet bemdez kouls lavaret. Hogen, n’oa ket seitek vloaz echu pa viskaz sae ar C’harmelitezed, ha kerkent e oue evit al leanezed all eur skouer a bep seurt vertuziou. He mestrez a lavare : « — Ar seur Mari-Madalen eo a dlefe beza e va flas-me ha me enn he hini ; evidon-me a ve joa ganen senti outhi. »

Evit guir, ar Zantez a verve kement he c’haloun gant ar garantez e doa evit Doue ma renke terri gant dour ien nerz ann tan a ioa ennhi. Aliez e veze klevet o lavaret : « O Karantez, perak n’oc’h-hu ket anavezet, perak n’oc’h-hu ket karet ? » Avechou all e lavare c’hoaz : « Penaoz n’oc’h-hu ket holl deod, o krouadurien, evit meuli va C’harantez, hag holl galoun evit karet ar Garantez n’euz fin na muzul ebed d’ezhi ? »

Doue, dioc’h he gostez, a garge he zervicherez a c’hrasou burzuduz. Aliez, goude beza bet o kommunia, e veze douget a spered betek ann env. He chorf a jom enn he blas egiz pa ne vije buez ebed ennhan ; me epad ann amzer-ze he ene a vele Doue ha kement tra gaer ha dudiuz a zo er baradoz.