Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/375

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 a Vae
367
sant philipp neri



ar c’houec’hved var ’nn ugent a viz mae


SANT PHILIPP NERI
————



Philipp a ioa ganet e kear Florans enn Itali a dud a zoujans Doue, hag a roaz a-vihanik merkou anat euz he zantelez da zont. Goude beza great he studi, e oue kaset da di eunn eontr d’ezhan a ioa marc’hadour ha pinvidik-braz. Plijout a eure kement d’he eontr ma felle da hema sina he holl danvez d’he niz. Mes Philipp a reaz fae var ar fortun gaer-ze, hag a c’houlennaz kounje digant he dad hag he vamm da vont da Rom. Eno ec’h en em gargaz da ober skol da vugale eunn dijentil, hag epad ann amzer-ze e teskaz he-unan ar philosophi hag ann theoloji. Heb dale e oue unan euz ann habila tud iaouank euz he oad ; mes he humilite a rea d’ezhan kuzat he vouiziegez.

D’ann ampoent-se e veve dija evel eur manac’h. Ne rea nemed eur pred bemdez, hag avechou zoken e chome tri devez dioc’htu heb dibri tamm. Aketuz oa da vizita ar seiz iliz veur euz a Rom, hag aliez e tremene ann noz e guered Kallist o sonjal e Doue hag er baradoz. Boaz oa ive da vont da velet ann dud klanv d’ann hospitaliou, ha sevel a eure eur vreuriez evit digemeret, servicha ha kelenn ann dud paour a deue da bardouna var beziou ann Ebestel.

Ann tan euz a garantez Doue a ioa ker krenv enn he galoun ma veze klevet aliez o lavaret: « — O va Doue, p’e guir oc’h ken din da veza karet, perak n’oc’h euz-c’houi roet d’inn nemed eur galoun ? Perak da vihana n’eo ket brasoc’h ha ledanoc’h va c’haloun ? » Diou euz he gostou a deuaz da choueza hag erfin da derri dre ann nerz euz ann tan-ze.

D’ann oad a C’houec’h vloaz ha tregont, he gonfesour a reaz d’ezhan kemeret ann Ursiou sakr, ha goude ma