Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/371

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24 a Vae
363
gouel ann introun-varia-a-vir-zikour

ret, da dostaat outhan ; eskop Savoonn zoken ne c’helle komz ganthan nemed dirak testou. Ar pab eta n’en doa mui ar frankiz a renk da gaout evit gouarn ann Iliz egiz ma’z eo dleet, evit pourvei da holl ezommou ann dud fidel ha kas he gelennadurez dre bevar chorn ar bed ; rak n’en doa kounje da skriva nemed pa veze var al leac’h ar re a ioa karget d’he ziouall, ha kement lizer a reseve a veze digoret araok hen rei d’ezhan.

Hogen, ann dra-ze a badaz meur a vloaz ; mes Pi VII ne fallgalounaz ket : goude Doue, he holl fizians a ioa e mamm Doue. E Savoonn ez oa eunn imach d’ar Verc’hez hag a ioa brudet pell a ioa dre ar miraklou a rea, ha dre ann niver braz a bardounerien a zirede a bep tu da zaoulina dirazhan. Euz a voeled he brizoun, ar pab santel ne ehane da bedi ha da lakaat pedi Introun-Varia Savoonn da zellet a druez outhan hag ouz ar gristenien baour, a ioa evel bugale emzivad ne c’hellent mui guelet ho Zad, na goulenn kuzul ha sklerijenn diganthan pa vije eunn nec’hamant bennag var ho spered. He bedenn a oue selaouet erfin.

Napoleon en devoa lakeat digas Pi VII da Fontenblo e kichen Paris, enn esper ober he vestr d’ezhan easoc’h a ze. Mes ar c’hountrol eo a c’hoarveaz. Ar pab a zalc’haz mad da zifenn guiriou ann Iliz, hag ann impalaer he-unan a renkaz plega abarz ar fin ha rei urs da lezel Pi VII da zistrei da Rom. Ar pab a guiteaz Fontenblo d’ann 23 a viz genver euz ar bloaz 1814 ; mes ne erruaz e Rom nemed d’ar 24 a viz mae. Dija var he hent en devoa resevet a bep seurt merkou a respet hag a garantez e kement leac’h ma tremene; mes ann digemer a oue great d’ezhan e Rom a oue c’hoaz kalz kaeroc’h ha dudiusoc’h. Kalounou ann holl a zride gant ar joa ; peb hini a ioa laouen evel ann heol, ha ne glevet a bep tu, e kreiz trouz ar c’hleier o vralla hag ar c’hanoliou o krozal, nemed moueziou skiltr o krial a bouez-penn: « — Buez hirr d’ann Tad Santel ! Buez hirr d’ann Tad Santel!! » D’ann ampoent, Napoleon ne oa mui impalaer e Frans ; didronet oa bet d’he dro goude beza didronet ar pab hag he zalc’het er prizoun epad pemp bloaz, ha setu aze