Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/367

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 a Vae
359
sant ubald, eskop

net e diou gostezenn, a glaske en em zrailla hag en em laza ann eil egile, kement a gounnar a ioa ennho. Ar Zant a redaz raktal d’en em deuler etre ar c’hlezeier noaz, hag en em lezaz da goueza d’ann douar egiz pa vije bet goall dizet. Kerkent ar re a ioa oc’h en em gann a zonjaz o doa marteze lazet ho eskop hag a ziskrogaz euz ho armou. Neuze Ubald a lavaraz d’ezho n’en devoa drouk ebed, ha dre he zousder ordinal e lakeaz adarre ar peoc’h entrezho.

Eur vech all c’hoaz, ann impalaer Frederik Baro-Rouz a ioa o paouez kemeret ha dismantra kear Spolett, hag a c’hourdrouze ober kement all da gear Gubio. Mes ar Zant a ioa eunn tad prest ato da zifenn he vugale, eur pastor prest ato da zifenn he zenved. Mont a eure he-unan da ziarbenn ar prins-se, ha komz a reaz outhan ker brao ma’c’h obtenaz gras evit he bobl.

Doue en doa roet da Ubald ann donezoun a viraklou. Meur a zen klanv a bareaz dre he bedennou ha dre nerz sin ar groaz. Eunn devez goulskoude ne falvezaz ket d’ezhan parea eunn den dall, a ioa deuet da c’houlenn ar gueled diganthan. « — Ar gueled, eme ar Zant, a ve noazuz d’hoc’h ene. Gouzanvit a galoun vad ann dallentez-se ; ne bado ket pell, ha goudeze e velot Doue enn env ker sklear hag ar re all. » Ar c’heaz dall a oue joa ganthan klevet ar c’homzou-ma ha ne c’houlennaz mui kaout ar gueled.

Sant Ubald a oue klanv dalc’h-mad epad ann daou vloaz diveza euz he vuez; mes he glenved ne zervichaz nemed da rei muioc’h a lufr hag a sked d’he basianted. Mervel a eure leun a veritou d’ar 16 a viz mae euz ar bloaz 1160, oajet a c’houezek vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma, e leac’h en em venji euz a eunn den hag en doa manket a respet d’ezhan, her briataz gant karantez enn eur lavaret : « — Plijet gant Doue pardouni d’ehoc’h ar faot-se! » Nag a dud zo hirio, er c’hountrol, hag a zalc’h kasouni ouz ho nesa evit ann distera tra, avechou abalamour da eur ger o deuz koumprenet fall, avechou all abalamour n’euz ket bet great stad aoualc’h anezho ! Hag ann dud-se a jom mouzet epad pell amzer heb sellet ehun hag heb komz ouz ar re m’o deuz kaz outho. Hogen, ann dra-ze n’e ket beza kristen eo. Ma ne