Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/361

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 a Vae
353
sant bernardin a sienn



ann ugentved devez a viz mae


SANT BERNARDIN A SIENN, EUZ A URS St FRANSEZ
————


Ar zant-ma a ioa ganet tost da gear Sienn enn Itali. Ne oa nemed tri bloaz pa gollaz he vamm, ha seiz vloaz pa gollaz he dad. Mes savet e oue gant eur voereb hag a zeskaz d’ezhan abred karet ann Aotrou Doue ha beza devot d’ar Verc’hez. He vrasa plijadur enn he vugaleach oa respount ann offerenn ha klevet ar zarmouniou. He druez ouz ar beorien a ioa ive dreist. Eunn devez m’e devoa he voereb kaset eur paour dioc’h he dor heb rei netra d’ezhan, Bernardin a lavaraz d’ezhi dioc’htu : « — Enn han’ Doue, roit eunn dra bennag d’ar paourze; me jomo kentoc’h heb dibri tamm d’am lein. »

Epad m’edo er skol, ann distera ger divalo a lakea anezhan da ruzia. Ken doujet oa var ar poent-se gant he gamaladed ma lavare ar re-ma etrezho pa her guelent o tostaat: « — Peoc’h! peoc’h! ema erru Bernardin. » Eunn droiad, eunn den fall euz a gear a gomzaz d’ezhan a draou vil. Ker buhan ar paotrik santel a c’halv he gamaladed, ha setu hi holl asambles da redet varlerc’h al libertin-ze a daoliou mein.

Pa oue echu he studi ganthan, Bernardin a ieaz enn eur vreuriez a ioa savet enn hospital Sienn evit servicha ar re glanv. Prest goude e teuaz ar vosenn er vro, hag enn hospital Sienn hebken e varve betek trivac’h hag ugent den bemdez. Arre a veze var ho zro a oue sammet ive e nebeut amzer, petra bennag ma’z oa ouspenn kant hanter-kant anezho. Neuze Bernardin ha daouzek den iaouank all euz ann noblans en em ginnigaz da zervicha ar re glanv enn ho flas; bet oant o kovez hag o kommunia araok, egiz pa vijent o vont d’ar maro. Chom a rejont enn hospital epad ar pevar miz ma padaz c’hoaz ar c’hlenved, noz-deiz var zao kouls lavaret. Goulskoude ne bakchont ket ar vosenn ; mes Bernardin a ioa ker skuiz ma kro-