Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
11 a C’henver
sant theodoz, abad

ar bec’herien : pedi ha iun a rea evitho. A hent all, o talc’he mad da zifenn guiriou ann Iliz, ha var ar poent-se en devoue meur a gontrolies. Bez’en devoue zoken eunn dra bennag da c’houzanv euz a berz ar roue Philip-Aogust ; mes ar roue-ma a anavezaz erfin edo ar virionez ganthan hag a deuaz da veza eur mignoun braz d’ezhan.

Er bloaz 1209, ar Zant a c’hoanteaz ober c’hoaz eur brezegenn da c’houel ar Rouanez, petra bennag m’oa dija klanv. Da fin he brezegenn, e lavaraz kenavo d’ar bobl, hag abenn pevar devez goude e varvaz e peoc’h, d’ann dek a viz genver ; resevet en doa he zakramanchou diveza gant eur feiz hag eunn devosion hag a rea da gement hini a ioa var al leac’h beza tenereat betek goeled he galoun.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a ioa bet savet gant eur belek santel hag a ioa eontr d’ezhan. Ar vugale ne ankounac’haont morse ar c’henteliou hag ar skoueriou a vez bet roet d’ezho enn ho bugaleach. Ma n’o deuz bet neuze nemed kenteliou ha skoueriou mad, ec’h heuilint ato ar skoueriou hag ar c’henteliou-ze epad ann nemorant euz ho buez, pe, ma n’ho heuliont ket ato, e c’heller lavaret da vihana e tistroint d’ho heul abred pe zivezad. Er c’hountrol, m’a n’o deuz bet en ho bugaleach nemed kenteliou ha skoueriou fall, e vezo diez-braz goudeze ho lakaat da zistrei var ann hent mad. « Ann den iaouank, eme ar Spered-Santel, a gendalc’ho da heul ann hent m’en deuz kerzet dreizhan da genta, hag enn he gozni zoken ne guitaio ket ann hent-se. »





ann unnekved devez a viz genver


SANT THEODOZ, ABAD
————


Ar zant-ma, ganet e Kappados var dro ar bloaz 432, a oue savet e doujans Doue gant he dad hag he vamm. O veza bet karget eur pennad da lenn ar Skritur Sakr enn iliz, ar pez a lenne a ieaz ken doun enn he galoun ma c’hoanteaz kuitaat ar bed evit heul kuzuliou santel ann Aviel. Mes, da genta, e sonjaz mont da bardouna da Je-