Aliez ez ejot var he lerc’h euz ann eil kear d’eben ; lod a vanne mein outhan, ha lod all a skoe ganthan a daoliou baz. He skoaz kleiz a oue distreset gant eunn taol evelse, hag a jomaz ato distres goudeze. Meur a vech all c’hoaz e oue dare d’ezhan beza lazet ; mes Doue hen diouallaz, ha ne oue ket lakeat d’ar maro.
Pa oue distro d’ar Spagn, e kendalc’haz da veza evit he vreudeur eur skouer a bep seurt vertuziou. Ar venac’h all o devoa kement a istim evithan ma veze guell gantho goulenn kuzul diganthan eget digant ann doktored habila a ioa enn ho zouez.
Ar zant-ma en doa eunn devosion dener evit sakramant ann aoter hag evit ar Verc’hez Vari. Tremen a rea meur a heur dioc’htu var he zaoulin dirak ann tabernakl ; neuze e veze douget aliez a spered betek ann env, hag he gorf zoken a veze dibradet avechou dioc’h ann douar, hag a jome a-istribill enn ear.
Erfin, ne vanke devez ebed da henori ar Verc’hez, ha bez’ en doa ennhi ar fizians a dle eur c’hrouadur da gaout enn he vamm. He fedi a rea dreist peb tra da obten evithan digant Doue eur maro mad ha santel, ha bez’ en devoue ar c’hras-se d’ar 17 a viz mae euz ar bloaz 1592, ann eil hag hanter-kant euz he oad. Epad m’edot o kana ann offerenn dirak he gorf, a ioa lezet dizolo enn he arched, he zaoulagad a zigoraz hag a zerraz a benn diou vech anezho ho-unan, da vare ar gorreou, epad m’edo ar belek o sevel ann hosti hag ar c’halir.
Pa veze Paskal Belon o tiouall al loaned enn he vugaleach, e tremene he holl amzer o pedi pe o vedita, pe o lenn eul levr devot bennag, hag ann dra-ze ne vire ket outhan da deuler evez euz he loaned. Hirio, er c’hountrol, ar vugale a renk ober ar vicher-ze a dremen peurvuia ho holl amzer o c’hoari, ha ne daolont nemeur a evez euz ho loaned. Petra zo kaoz a gement-se ? N’euz ken kaoz nemed abalamour ar vugale-ze n’int ket bet kelennet mad gant ho zud. Mar karje ar re-ma beza desket d’ezho abred ho fedennou, ho c’hatekiz hag ive ho lizerennou, mar gellent hen ober, ar vugale-ze o devije bet plijadur evel ar zant-ma o lavaret ho Fater, pe o c’houlenn katekiz ann eil digant egile, pe o lenn eul levr devot bennag, epad ma vijent er meaz gant ho loaned. Mes ne c’houzont seurt euz ann traou-ze ; n’e ket souez eta e tremenfent ho holl amzer o c’hoari heb ober fors pe ez ai ho loaned da laerez pe n’ez