ganthan d’ann harlu ; mes oc’h ar gristenien eo edo he vrasa kounnar. Sant Iann a veve c’hoaz d’ar mare-ze, hag a ioa karget euz a c’houarnamant holl ilizou ann Azii. Ar garg huel en devoa hag ar brud euz he zantelez hag euz he viraklou hen diskuillaz buhan da enebourien ar feiz. Kroget e oue ennhan epad m’edo e kear Ephez, el leac’h ma veze o chom peurvuia, ha goudeze e oue kaset da Rom da gaout ann impalaer.
Domisian a roaz d’ezhan da joaz etre adori ann doueou faoz pe beza lakeat d’ar maro var ann heur. Diskib muia karet hor Zalver ne varc’hataz ket evit choaz ar maro, ha kerkent ann impalaer, heb damant ebed d’he gozni, her c’houndaonaz da vervel enn eur gaoter leun a eol bero. Sant Iann a zridaz he galoun o klevet eunn hevelep setans ; rak mall en doa da vont da velet he Vestr d’ar baradoz. Mes, pa oue taolet er gaoter, Doue a reaz enn he genver ar burzud en doa great guech all e kenver ann tri zen iaouank e fournez Babilon. Ann tri zen iaouank-se a ioa bet respetet gant ann tan, ha sant Iann ne oue ket devet ken nebeut gant ann eol bero. Er c’hountrol eo : pa oue tennet euz ar gaoter, oa iac’hoc’h ha krenvoc’h eget na oa diagent.
Domisian a oue estlammet o velet kement all; mes sonjal a reaz ne oa erruet ann dra-ze nemed dre zorserez. Evelato ne gredaz mui klask lamet he vuez digant ann Abostol. A hent all goulskoude n’hen lezaz ket ken nebeut da zistrei da Ephez ; mes ordren a eure he gas da enez Pathmos, el leac’h ma skrivaz goudeze levr ann Apokalips.
Er bloaz 95 eo e oue soubet sant Iann enn eur gaoter eol bervet e Rom, heb na c’hoarvezaz drouk ebed ganthan, hag e memor euz ar mirakl-ma ann Iliz e deuz great ato eur gouel hag eunn offis a gostez.
Pa deuaz mamm sant Jakez ha sant Iann da lavaret d’hor Zalver : « — Grit ma vezo va daou vab unan a bep tu d’ehoc’h enn ho rouantelez, » Jezuz a respountaz d’ezhi : « — Ne c’houzoc’h ket petra c’houlennit. » Goudeze hor Zalver a c’houlennaz he-unan ouz ann daou abostol : « — Goest oc’h-hu da eva ar c’halir a dleann-me da