Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/32

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
9 a C’henver
sant julian ha santez basilis

nemethan. O klevet hano a gement-se, Julian a oue lakeat nec’het : dioc’h eur c’hostez, ne felle ket d’ezhan beza dizent ouz he dud, ha dioc’h eur c’hostez all, ne felle ket d’ezhan ken nebeut terri ar veu en doa great. Goulenn a reaz eiz dez da ober he zonj, hag epad ann amzer-ze e pede noz-deiz ann Aotrou Doue da skleraat he spered, ha da rei d’ezhan da anaout ar pez a dlie da ober. He bedenn a oue selaouet, hag abarz fin ann eiz dez hor Zalver a ziskleriaz d’ezhan e c’helle senti ouz he dud heb kaout aoun da vankout d’he veu.

Neuze Julian ne varc’hataz mui, hag a gemeraz da bried eur gristenez iaouank ha vertuzuz, he hano Basilis, a ioa bet choazet d’ezhan gant he dad hag he vamm. Ann eured a oue great gant eur zolanite vraz. Kalz tud a oue pedet da zont d’ar banked ; ar joa a bare var dal ann holl, ha Julian he-unan a ioa laouen evel ann heol.

Pa’z eaz ann dud nevez d’ho c’hambr dioc’h ann noz, kenta tra a rejont a oue en em strinka d’ann daoulin da lavaret ho Fater. Hogen, er gambr ez oa eur c’houez vad dreist-ordinal, e doare pa vije bet leun a roz hag a bep seurt bokedou, ha goulskoude ann dra-ma a ioa er goanv. Basilis a ioa souezet-maro, ha pa oue echu he fedennou ganthi, e c’houlennaz : « — Petra zinifi ar c’houez vad a zo ama ? » « — Chouez ar jastete eo, eme Julian ; Doue a ro ar c’houez-se da zantout d’ar re a vir ho c’horf pur ha chast dre garantez evithan. » O klevet ar respount-ma, Basilis a reaz ive dioc’htu veu a virjinite.

Neuze ann daou bried en em daolaz adarre d’an daoulin. Kerkent e teuaz er gambr eur sklerijenn gaer meurbed, hag e kreiz ar sklerijenn-ze e oue guelet eur vandenn ganerien hag eur vandenn ganerezed euz a Baradoz. E penn ar vandenn ganerien edo hor Zalver Jezuz-Krist, hag ar Verc’hez Vari a ioa e penn ar vandenn ganerezed. Hogen, ar vandenn ganerien a gane evelhenn : « Gounezet oc’h euz ar viktor, Julian gounezed « oc’h euz ar viktor ! » Hag ar vandenn ganerezed a gane d’he zro : Bennoz d’ehoc’h, Basilis, abalamour m’oc’h euz heuliet kuzuliou santel ho pried ! Enn eur ober