Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/317

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 a Vae
309
gouel ar groaz kavet


SONJIT ERVAD

Sant Athanaz a zo bet goall-gaset e peb feson epad he vuez; mes ive peger braz n’eo ket hirio he c’hloar hag he rekoumpans er baradoz ! « — En em istimit euruz, eme Jezuz-Krist enn Aviel, pa viot goall-gaset gant ann dud, pa livirint a bep seurt traou ac’hanhoc’h ha pa gountint gevier divar ho penn abalamour d’inn-me. Ra zrido neuze no kaloun gant ar joa hag al levenez; rak ho rekoumpans enn env a vezo braz meurbed. »






ann trede devez a viz mae


GOUEL AR GROAZ KAVET
————


Ann impalaer Konstantin, d’ar mare ma’z oa c’hoaz paian, en doa guelet enn ear eur groaz skedusoc’h eged ann heol, ha var ar groaz-se oa skrivet ar c’homzou-ma : « — Ar Groaz eo a raio d’ehoc’h beza treac’h d’hoc’h enebourien. » Ann impalaer, o veza gounezet ar viktor, a lakeaz merka eur groaz var banniellou ar c’houarnamant ha var arc’hant ar vro, hag hiviziken e falvezaz d’ezhan e vije diskouezet enn he batromiou gant eur voul aour enn he zorn deou hag eur groaz var ar voul, evit rei da anaout oa dre ar Groaz oa bet saveteet ar bed.

Santez Helena, he vamm, e devoa c’hoaz muioc’h a zevosion evit ar Groaz. Petra bennag m’oa dija tost d’he fevar-ugent vloaz, ar brinsez-se a c’hoanteaz mont da Jerusalem da velet ar plasou santel ha da glask ar guir groaz m’oa bet staget outhi hor Zalver Jezuz-Krist. Doue he-unan eo en doa lakeat ar zonj-ma enn he spered.

Eunn druez oa guelet e pe stad edo neuze ar plasou santel a Jerusalem. Dre gasouni ouz ar relijion gristen, ar baianed o doa dastumet berniou mein var menez, Kalvar, ha savet var c’horre imach Venus, doueez ar pec’hed vil, hag imach Jupiter, mestr ann doueou faoz. Santez Helena a ordrenaz teuler ann imachou-ze d’ann traon, ha diatredi mad kern ha kosteziou ar menez. Tud Jerusalem a lavaraz d’ezhi : « — Mar gellit kaout bez Jezuz--