Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/311

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30 a Ebrel
303
santez katell a sienn, guerc’hez


Goude beza tremenet tri bloaz heb lavaret ger hag heb mont e neb leac’h, ar Zantez e devoue urs digant hor Zalver d’en em lakaat adarre da zervicha ar beorien hag ann dud klanv evel m’edo ar c’hiz ganthi guech all. Hogen, e Sienn ez oa eur vaouez hag a ioa ken teo al lorgnez var he c’horf ma’z oa bet red he c’has er meaz euz a gear gant aoun na glanvche arre all diouthi. Katell a iea bemdez, noz ha mintin, da velet ar vaouez-se, ha da rei d’ezhi ar pez e deveze ezomm.

Eur vaouez all a ioa debret eur c’hostez euz he stomok gant ar c’hrign-beo, ha den ne veze var he zro. Katell a louzaouaz houma gant ar memes aked hag ar memes karantez m’e devoa louzaouet eben. Eunn devez evelato e vennaz he c’haloun mankout, ker pounner oa ar c’houez a deue euz a c’houli ar vaouez geaz. Mes, evit trec’hi he donjer, ar Zantez a stagaz he muzellou ouz ar gouli heuzuz-se hag a bokaz d’ezhan. Eur vech all, e reaz kaeroc’h c’hoaz. Eva a eure ann dour a ioa bet o voalc’hi ar gouli, ha biskoaz, emezhi, n’e devoa kavet netra ker mad.

Doue a rekoumpansaz feiz ha karantez he zervicherez enn eur garga anezhi a bep seurt grasou dreist-ordinal. Aliez e veze douget a spered er meaz euz ar bed-ma, ha neuze Doue a ziskoueze d’ezhi gloar ar baradoz, poaniou ann ifern hag ar purkator, gened ann eneou a zo e stad a c’hras ha traou all evelse. Beva a eure divar ar gommunion hebken azalek Merc’her al Ludu betek ar Iaou-Bask. Avechou e roe da anaout ar pez a dlie erruout enn amzer da zont, hag ar miraklou a rea n’oant ket dioc’h kount.

Ar sklerijenn a reseve Katell euz ann env a lakea ann dud habila da gaout istim evithi, hag ar pabed ho-unan a c’houlenne kuzul diganthi hag a heulie he ali. Ar pab Urban VI o veza he galvet da vont da Rom, ar Zantez a glanvaz eno hag a varvaz leun a veritou er bloaz 1380, oajet hebken a dri bloaz ha tregont.


SONJIT ERVAD

Ar zantez-ma, o veza bet koundaonet gant he zud da ober ar gegin hag al labour all var dro ann ti, a zavaz eunn oratorik e goeled he c’ha-