Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/309

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30 a Ebrel
301
santez katell a sienn, guerc’hez

trer a ioa inouet o c’hortoz anezhan da vervel hag her peurlazaz gant eunn taol kleze. He verzerenti gloriuz a erruaz d’ann 23 a viz ebrel 1252.


SONJIT ERVAD

Buez ar zant-ma a ziskouez d’ehoc’h peger soursiuz e tle beza ann tadou hag ar mammou da zeski ar Gredo d’ho bugale. O veza ma c’houie mad he Gredo, ar zant-ma a zalc’haz penn, d’ann oad a zeiz vloaz, da unan euz he eontred, a felle d’ezhan lavaret oa ann diaoul en doa krouet ann env hag ann douar, ha pa oue lakeat d’ar maro gant ann heretiked, ar Gredo a oue adarre he gonfort e kreiz poaniou he verzerenti. E simbolenn ann Ebestel ema e berr gomzou ar pez a renker da gredi evit beza salvet. Abalamour da ze, ar zimbolenn-ze lavaret gant devosion a zervich kalz da grenvaat ar feiz, ann esperans hag ar garantez e kaloun ar c’hristen. Ne vankit eta devez ebed d’he lavaret noz ha mintin, ha mar oc’h euz bugale, boazit anezho abred da ober eveldhoc’h.






ann tregontved var ’nn ugent a viz ebrel


SANTEZ KATELL A SIENN, GUERC’HEZ
————



Katell a ioa ginidik euz a gear Sienn enn Itali. Ken devot oa d’ar Verc’hez enn he bugaleach ma’z ea d’ann daoulin da lavaret eunn Ave, Maria, bep kammed a rea o pignat pe o tiskenn ann deleziou enn he zi. Ne oa c’hoaz nemed seiz vloaz pa reaz veu da jom bepred guerc’hez, ha dija d’ann oad-se he brasa plijadur oa pedi Doue, beza he-unan ha kastiza he c’horf dre ar binijenn.

Goulskoude he zad hag he mamm a c’hoanteaz he dimezi pa oue deuet da blac’h iaouank ; mes evit diskouez n’e ket e fortuniou ar bed edo he zonj, Katell a drouc’haz he bleo, eur pennad bleo euz ar re gaera. Neuze he zud a ieaz drouk ennho, hag he c’houndaonaz da ober ar gegin hag al labour all var dro ann ti, evit miret outhi da dremen he holl amzer enn he c’hambr evel a rea diagent.

Mes hor Zalver a lavaraz d’ezhi sevel eunn oratorik e goeled he c’haloun e plas ann hini e devoa enn he