Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/307

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29 a Ebrel
299
sant per, merzer

euz he eontred diganthan : « — Ac’hanta, Perik, petra ec’h euz desket er skol ? » « — Simbolenn ann Ebestel, » eme ar paotr; ha setu hen raktal ha lavaret he Gredo difazi. « — Bah! eme he eontr n’e ket Doue eo en deuz krouet ann env hag ann douar ann diaoul eo. » « — Ann diaoul! eme Berik ; nann, Doue hebken eo en deuz great euz a netra ann env hag ann douar. »

Goudeze e oue kaset da Vologn da ober he studi. Eno e savaz c’hoant ganthan da vont da vanac’h, ha p’edo o ren he c’houezek vloaz, e c’houlennaz beza resevet enn Urs sant Dominik. Resevet e oue, ha kerkent e poaniaz, n’e ket hebken da gerzet var roudou ar venac’h all, mes c’hoaz da veza treac’h d’ezho holl dre he zevosion hag he spered a binijenn.

O veza bet beleget, Per a oue karget da rei misionou dre ann Itali. Hogen, prezeg a eure gant kement a frouez ma ne c’houie den niveri ar bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue, hag ann heretiket a lakeaz da guitaat ho c’hredennou faoz. Ar c’halounou ar muia kaledet n’oant ket evit herzel ouz ann nerz euz he gomzou, ha diskouez a rea ker sklear d’ann keretiked n’edo ket ar virionez gantho ma ne gavent netra da respount d’ezhan. Kement a dud a zirede a bep tu d’he zelaou ma ne veze ket a blas evitho enn ilizou ha ma renke aliez sarmoun er meaz.

Etre daou, e oue tamallet da veza great eur faot braz, hag o veza ne glaske ket en em zifenn, he zuperior a gredaz oa guir ar pez a ioa bet lavaret anezhan, hag her c’hasaz da eur gouent all el leac’h ma oue dalc’het evel enn eur prizoun heb gellout mont mui da brezeg e nep leac’h. Per a zentaz heb lavaret ger; mes gant ann amzer e kavaz ann dra-ze tenn, hag eunn devez ne oue ket evit miret d’en em glemm ouz he grusifi. « — Va Doue, emezhan, c’houi a c’hoar n’em euz ket great ar faot a damaller d’inn; penaoz eta e c’houzanvit-hu e padfe keit va mez ha va dismegans? » Kerkent e klevaz eur vouez o respount d’ezhan : « — Ha me, petra am boa-me great evit beza staget ouz ar groaz ? » Ar c’homzou-ma a ieaz ken doun enn he galoun ma’c’h en em istimaz euruz