Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/302

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
294
27 a Ebrel
santez zita, guerc’hez

niad a jomaz mantret pa stagaz he benn ouz ar pod : ann dour a ioa chenchet e guin, hag e guin ar seurt n’en doa tanveat biskoaz.

Aliez, e leac’h dibri he boued, Zita a roe anezhan d’ar paour. He guele a leze ive gant ar paour, hag hi a gouske var ann douar pe var eur plankenn. Dous hag humbl oa e kenver ann holl nemed e kenver ann dud fall ; pa felle d’ar re-ma en em ziskouez evit ar pez ma’z oant, e teue dioc’htu da veza rust ha drouk. Eunn droiad, e sankaz he ivinou e bizach eur mevell euz ann ti abalamour m’en doa klasket he zreina enn despet d’ezhi var hent ann dishonestiz. Rak ar pec’hed vil edo he brasa aoun, hag evit en em ziouall dioc’h ar pec’hed-se ne ehane da gastiza he c’horf dre bep seurt pinijennou. Sevel a rea bemdez mintin mad, hag araok ma vije savet den all ebed, ez ea da glevet ann offerenn da eunn iliz hag a ioa stag oc’h ti he mestr.

Ann oberiou-ze azevosion hag a drugarez ne virent ket ouz Zita da veza bepred aketuz da holl deveriou he stad. Morse ne oue guelet dilabour, hag ober a rea dioc’htu hag heb grougnal kement tra a veze lavaret d’ezhi. Pa remerke o deveze he mistri drouk outhi pe ouz eunn all bennag, ec’h en em strinke d’ho zreid da c’houlenn pardoun, petra bennag n’e ket hi a veze kaoz. Kement all a vertuz a c’hounezaz kaloun ann Aotrou hag ann Introun, hag a reaz d’ezho beza leun a istim hag a respet evit ho fla’h pe ho matez.

Eur blavez, da noz Nedelek, Zita a ioa o vont d’ar pelgent hervez he c’hustumm. Hogen, kriz oa ann amzer, hag he mestr a lavaraz d’ezhi: « — Penaoz ez ez-te d’ann iliz, ker ien ha ma’z eo ? Daoust ha ne ket guelloc’h d’id chom ama da lavaret da bedennou ? Da vihana, mar fell d’id mont d’ann iliz, kemer va mantell-me da joucha da ziouskoaz : houma a zo tomm. Zita a gemeraz ar vantell, hag hi kuit: « — Diouall avad, e he mestr, na lezfez ar vantell-ze gant eunn all. « — Ia, ia, eme ar plac’h ; bezit sur, Aotrou, ho mantell ne vezo ket kollet. »

A veac’h erruet enn iliz, Zita a vel eur paour keaz ha