Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/298

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
290
25 a Ebrel
sant mark, avieler


Dre anaoudegez vad evit ar Zant, ar c’here her pedaz da jom da leina enn he di. Chom a eure, ha goude beza kelennet Anian var misteriou ar feiz, e vadezaz anezhan hag eur maread re all asambles ganthan. Heb dale e oue kement a gristenien e kear Aleksandrii ma savaz sant Mark eunn eskopti er gear-ze dre ar c’halloud en doa bet evit kement-se digant sant Per, ha pa’z eaz adarre da brezeg e leac’h all, e lakeaz ar c’here Anian da eskop enn he blas.

Goulskoude ar baianed aheurtet a egare o velet niver ann dud fidel o kreski bemdez. Ouz ann Avieler santel dreist holl edo ho c’hounnar; rak gouzout a reant oa hen en doa digaset ar relijion gristen er vro. Sant Mark eta o veza distroet da Aleksandrii, ar baianed-se a reaz ho zonj da lamet he vuez diganthan. Ar Zant a c’hellaz kuzat outho eur pennad; mes kavet e oue abarz ar fin epad m’edo oc’h offerenna, ha kerkent e oue kroget ennhan, lakeat eur gordenn d’ezhan enn dro d’he c’houzoug, ha goudeze e oue stlejet dre ruiou kear hedann deiz var bouez ar gordenn-ma.

Dioc’h ann abardaez e oue taolet er prizoun. Hogen, e kreiz ann noz, eunn eal a deuaz d’he gaout a berz Doue, hag a lavaraz d’ezhan : « — Mark, servicher Doue, hoc’h hano a zo skrivet var al levr a vuez; lakeat e viot e renk ann Ebestel ha biken ne viot ankounac’heat: ann Elez a zigemero hoc’h ene er baradoz hag ho relegou a vezo henoret var ann douar. »

Ar Zant a respountaz enn eur astenn he zaouarn etrezek ann env : « — Mil bennoz d’ehoc’h, va Doue ! Plijet ganeoc’h beza trugarezuz emc’henver. » Neuze Jezuz he-unan en em ziskouezaz enn he gichen enn eur lavaret : « — Mark, va Avieler, ar peoc’h ra vezo ganehoc’h ! » Ar Zant a respountaz : « — Va Zalver benniget ! » ha goudeze velaz mui netra.

Antronoz-vintin, ar baianed hen treinaz adarre dre ar ruiou hag er meaz euz a gear, a dreuz ar vein hag ar c’herrek, kenn a laoskaz he huanad diveza. He varo presiuz a erruaz d’ar 25 a viz ebrel euz ar bloaz 68.

Da genver ann deiz-ma e reer e peb leac’h eur prose-