huel nemed evit rei d’ezhi da anaout e tlie beza ato ar genta dre he zantelez evel ma’z oa ar genta dre he renk. Divar neuze eta e kreskaz he fedennou hag he finijennou, hag e poaniaz muioc’h eget biskoaz da veza bepred ann humpla etouez he c’hoarezed hag ann aketusa da viret reolenn he Urs.
Epad pell amzer e kouskaz var ann douar noaz, gant eur mean hebken dindan he fenn. Bemdez, kouls lavaret, e iune divar bara ha dour, ha kendalc’het e devije da veva evelse betek he maro pa n’efe ma oue difennet outhi gant he c’honfesour abalamour da eur goall glenved e devoa paket. Ar c’hlenved-ma ne zistagaz morse diouthi; mes n’en em jale ha n’en em glemme ket evit kement-se; ato, er c’hontrol, e veze laouen enn despet d’he nebeut a iec’hed.
Doue a gargaz Agnes a c’hrasou hag a zonezounou dreist-ordinal. Eur blavez, da c’houel Maria-Hanter-Eost, ar Verc’hez Vari en em ziskouezaz dirazhi gant ar Mabik Jezuz etre he divreac’h. « — Setu ama va mab, eme ar vamm benniget-se ; kemerit-hen ha lakit anezhan eur pennad var ho parlenn. » Ar Verc’hez a roaz d’ezhi, ouspenn, eur groaz vihan a ioa gant ar Mabik Jezuz enn dro d’he c’houzoug. Ar Zantez a zalc’haz bepred d’ar groaz-se evel d’ar c’haera tenzor a c’hellje beza kavet, hag he miret a reer c’hoaz hirio e kouent Proseno.
Agnes a lenne ar pez a veze muia kuzet e goeled ar c’halounou pe ar c’houstiansou. Nag a vech e lavaraz d’he c’hoarezed : « — Choui oc’h euz ar pleg fall-ma pe ar pleg fall-z-hont, diouallit rak ann dra-ze. » Hag ar pez a lavare a veze ato guir.
Eunn droiad edo o pedi evit unan euz a vadoberourien he c’houent pa velaz ann drouk-spered oc’h ober he blas d’ann den-ze enn ifern. Ar Zantez a jomaz mantret o velet kement all; mes ne oue ket pell souezet, rak Doue a roaz da anaout d’ezhi n’en doa great ann den-ze konfesion vad ebed tregont vloaz a ioa. Raktal e kemennaz d’ezhan lakaat urs enn he goustians dre eur gonfesion jeneral. Ar pec’her paour a zentaz outhi, hag en devoue ann eur goudeze da gaout eur maro mad.